Loeiz XIV (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:LouisXIV.jpg|x600|thumb|Loeiz XIV]]
'''Loeiz XIV''', badezet evel ''Louis Dieudonné de France'', a oa lesanvet ar ''Roue Heol'' da c'houde, ha ''Loeiz Veur'' ivez. Ganet e oa e [[Saint-Germain-en-Laye]], d'ar [[5 a viz Gwengolo]] [[1638]] ha marvet e [[Versailhez]], d'ar [[1añ a viz Gwengolo]] [[1715]].
 
Linenn 10:
E-pad e ren edo savidigezh un [[hollveliegezh]] roueel [[Rouantelezh a-berzh Doue|a-berzh Doue]] en he barr , ha hi krog abaoe kantvedoù. Gwelout a reas e aotrouniezh o kreskiñ diharz pa dennas e vad eus diwezh emsavadegoù an noblañsoù, ar [[parlamantidi|barlamantidi]], ar [[protestanted|Brotestanted]] hag ar beizanted hag a rae o reuz er rouantelezh abaoe muioc’h evit ur c’hantved d’an nebeutañ.
 
[[Restr:France 1552 to 1798-fr.svg|thumb|right|Tachennoù dindan rouantelezh Bro-C'hall hag aloubadennoù eus 1552 da 1798]]
Kresket en deus Loeiz XIV tachennad Bro-C’hall hag e c’halloudegezh en Europa. Ren a reas ar brezel hag an diplomatiezh diouzh e c’hoant e-pad meur a aridennad brezelioù european. Lakaat a reas kreñvaat ar c’hêrioù kemeret gant [[Vauban]] a-hed an harzoù. Emañ o heuliañ politikerezh ar "[[prad karrez]]" a dres en-dro bevennoù ar vro. E c’houarnamant a glot gant ur striv diorroadur armerzhel, kenwerzhel ha trevadennel kaset en-dro gant e vaodiern [[Jean-Baptiste Colbert|Colbert]] dreist-holl, hag a zo an tu armerzhel eus strivoù ar C’halloued evit bezañ ar re gentañ. E-doug e ren e oa erru Bro-C’hall er renk kentañ en Europa, pe dost, ha n’eo ket war tachenn ar brezel pe an ekonomiezh hepken met ivez war hini ar sevenadur a-drugarez da dud <!-- figures intellectuelles-->gwarezet gant [[mesenerezh]] ar roue, evel ar skrivagnerien [[Molière]], [[Jean Racine|Racine]], [[Nicolas Boileau|Boileau]], ar soner [[Jean-Baptiste Lully|Lully]], al livourien [[Charles Le Brun|Le Brun]] ha [[Le Nôtre]]. Lod all, muioc’h dizalc’h evel ar barzh [[La Fontaine]], ar prederour [[Blaise Pascal]], an [[Itron Sévigné]], [[La Bruyère]] pe [[Loeiz de Rouvroy, dug Saint-Simon|Saint-Simon]] a reas ivez eus e ren barr ar [[klaselezh|glaselezh]] c'hall.
Ar vuhez speredel en he bleuñv a gresk sked Bro-C’hall, hini e yezh komzet en holl lezioù Europa hag evel just hini e roue. Komzet e vez eus "[[kantved Loeiz XIV]]", hag eñ bev c’hoazh, war batrom kantved [[Perikles]] hag hini [[Augustus]], pe c’hoazh eus ar "[[kantved bras|c’hantved bras]]".
Linenn 35:
[[Restr:La-reale-1679.jpg|thumb|Dileuridi eus ar stad o weladenniñ ar gale "la Réale" e-doug e savidigezh en [[arsanailh]] [[Marseille]]. Taolenn lakaet war gont [[Jean-Baptiste de la Rose]].]]
[[Restr:Louis XIV 1666 Charles le Brun.jpg|thumb|Ar roue ha Colbert gant [[Charles Le Brun]]]]
[[Restr:Claude Bernou Carte de lAmerique septentrionale.jpg|thumb|right|200px|Kartenn Amerika e 1681]]
[[Restr:Royal Standard of King Louis XIV.svg|thumb|right|150px||Banniel ar Roue-Heol]]
 
[[Restr:Moliere2.jpg|thumb|Molière, unan eus an arzourien a oa deuet ar gwellañ gant Louis XIV]]