Miguel de Cervantes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
liamm
Linenn 2:
'''Miguel de Cervantes Saavedra''' ([[Alcalá de Henares]] d'an [[29 a viz Gwengolo]] [[1547]] - [[Madrid]] d'ar [[22 a viz Ebrel]] [[1616]]) a oa ur skrivagner spagnol.
 
Cervantes en doe ur vuhez arvarus. E [[1569]] e voe rediet da dec'hout kuit eus [[Spagn]] hag en em staliañ a reas e [[Roma]] kent emoustlañ er morlu spagnol. E [[1571]] e kemeras perzh en [[Emgann LepantLepanto]], ma kollas ampartiz e zorn kleiz. E [[1575]] e voe tapet gant morlaeron eus [[Aljeria]]. E [[1580]] hepken e voe frankizet.
 
Goude e zistro da Vro-Spagn e krogas da skrivañ pezhioù-c'hoari met hep ober berzh. Labourat a reas evel teller met kondaonet e voe evit floderezh hag en toull-bac'h e tremenas meur a vloavezh. Eno, war a seblant, e krogas e oberenn bennañ ''[[El ingenioso hidalgo Don Quixote de la Mancha]]'' a voe embannet e zarn kentañ e [[1608]]. An eil a voe embannet daou vloavezh diwezhatoc'h. Daoust ma touge al levr-se ar berzh a c'hoante dezhañ e kollas an arc'hant en doa gounezet ha paour e varvas e Madrid e [[1616]].