Daidalos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Linenn 1:
[[Restr:Landon-IcarusandDaedalus.jpg|thumb|right|200px|''Ikaros ha Daidalos'', livet gant [[Charles Paul Landon]] ([[1799]])]]
#REDIRECT[[Dedalos]]
'''Daidalos''' (''Δαίδαλος / Daídalos'' e [[henc'hresianeg|gregach]], da lavarout eo « graet en un doare arzel », « ijinus», latinekaet e ''Daedalus'') zo un den a gaver e mojennoù [[Henc'hres|Hellaz kozh]]. Eus [[Aten]] e oa, brudet eo evel ijinour, kizeller, tisavour. Hervez [[Platon]], e-barzh ''[[Menon]]'' ([[-97|97 kent JK]]) e oa, e delwennoù Daidalos, « kement a wirionez ma veze ret, hervez ar vojenn, stagañ anezho gant chadennoù evit herzel outo a vont kuit».

== Mojennoù ==
[[Eontr]] e oa da [[Talos (mab Perdiks)|Talos]], a oa ijinour eveltañ : gantañ e vije bet ijinet an [[heskenn]] ha meur a dra all. Gwarizi en eontr a lazhas e [[niz]] ouzh e vountañ da gouezhañ diwar-lein an [[Akropolis]]. Rankout a reas an eontr muntrer tec'hel da Greta, da lez ar roue [[Minos]].

=== Mojenn Minotaoros ===
[[Restr:Gubbio coupe Sèvres.jpg|thumb|left|280px|Daidalos o kizellat ar vuoc'h]]
Ar roue [[Minos]]-se a oa dimezet da [[Pasifae]]. Ha honnezh a oa krog enni ur c'hoant dinatur.

Un [[tarv]] gwenn a oa d'ar roue, deuet dezhañ dre berzh an doue [[Poseidon]], hag a rankje bezañ bet aberzhet d'an doue hervez ur bromesa hag a oa bet ankouaet, ken brav e kave ar roue e darv gwenn. Hag an doue, droug ennañ, da silañ ur c'hoant direizh, ar c'hoant-tarv, e korf ar rouanez.

Evit [[embarañ]] gant an tarv e c'houlennas ar rouanez skoazell digant an ijinour Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h koad, hag a c'holoas anezhi gant ur c'hroc'hen [[buoc'h]] (hervez doareoù all en dije kizellet ur vuoc'h kleuz). Lakaat a reas e vuoc'h en ur [[prad]] ma veze [[Tarv Kreta]] o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanez [[Pasifae]] kuzhet er vuoc'h.

Genel a reas ar rouanez un euzhvil, anvet Minotaoros.

Minos a c'houlennas skoazell digant Daidalos, hag eñ a ijinas ar [[Milendall]], ma ne c'halle den dont er-maez anezhañ. Hag ennañ e lakaas ar roue [[dogan]] bac'hañ an euzhvil-se ganet eus e wreg.

=== Mojenn ar milendall ===
Den ne c'halle dont e-maez ar [[milendall]] eta.

Koulskoude ez eas [[Theseüs]] e-barzh da lazhañ ar [[Minotauros]]. Er-maez e teuas gant skoazell neudenn [[Ariadne]], a oa bet o c'houlenn skoazell digant Daidalos.
Droug a oa e Minos ma c'hourc'hemennas bac'hañ Daidalos hag e vab [[Ikaros]] er milendall. Neudenn ebet ne oa ganto, gant-se ne oant ketevit tec'hel. Met Daidalos a empentas nijal kuit gant eskell graet gantañ diwar [[plu]] peget gant [[koar]]. Abalamour ma c'hallent teuziñ gant an heol e lavaras Daidalos d'e vab e oa arabat dezhañ nijal re uhel.
[[Restr:Rubens, Peter Paul - The Fall of Icarus.jpg|thumb|left|280px|Lamm [[Ikaros]], livet gant [[Rubens]].]]
Met Ikaros ne selaouas ket hag a glaskas tostaat ouzh an heol, ha c'hoarvezout a reas pezh a oa tonket da c'hoarvezout: teuziñ a reas e ziveskell ha kouezhañ a reas er mor ma voe beuzet.

Hervez un hengoun ha n’eo ket ken brudet hag an hini a zo danevellet gant [[Diodoros Sikilia]] e vije bet skoazellet Daidalos hag e vab [[Ikaros]] gant Pasifae evit kuitaat an enez e bourzh ur vag evit tec'hout rak fulor [[Minos]].
[[Restr:Bruegel, Pieter de Oude - De val van icarus - hi res.jpg|thumb|360px|''[[Kouezhadenn Ikaros]]'' (munud) gant [[Pieter Brueghel gozh]], war-dro 1558<ref>[[Ovidius]]: "Ur pesketaer bennak o tapout pesked gant ur walenn o krenañ pe ur mesaer stouet war e vazh, pe ul labourer o tiskuizhañ war vrec'hioù e alar, o gwelas marteze hag a chomas souezhet o krediñ e oant doueed gouest da nijal en oabl."</ref>]]

== E Sikilia ==
Mont a reas Daidalos da Sikilia neuze. Eno e oa ar roue [[Kokalos]] o ren. E Kreta e oa kounnar vras e Minos o welout e oa skampet Daidalos, ha klask a rae an tu d'e adtapout.

== Displegadenn ==
Da bep kudenn ez eus un diskoulm roet gant ijin Dedalos. Nemet diwar e ijinadenn e sav ur gudenn all dalc'hmat.

== Lennadurezh ==
* [[Ovidius]], ''[[Metamorfozoù]]'', levrenn VIII

== Gwelet ivez ==
* [[Ikaros]]
* Taolenn ''[[Lamm Ikaros]]'' gant [[Pieter Brueghel gozh]]
* Ar [[Milendall]]

=== Liammoù diavaez ===
* [http://pot-pourri.fltr.ucl.ac.be/itinera/Enseignement/Glor2330/Ovide_Metamorphoses/Dedale/default.htm ''Daidalos ha Ikaros'' gant Ovidius : testenn ha displegadennoù].

== Notennoù ==
<references />

=== Liamm diavaez ===
{{Commonscat|Daedalus|Daidalos}}

[[Rummad:Mojennoù Kreta]]
[[Rummad:Mojennoù Hellaz]]