Y Fro Gymraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|An dregantad a gembraegerien er vro, hervez niveradeg 2011 '''Y Fro Gymraeg''' (distaget [{{IPA|ə vroː ˈɡəmrɑː..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Eos 2017 da 16:09

Y Fro Gymraeg (distaget [ə vroː ˈɡəmrɑːɨɡ]), da lavaret eo "Ar Vro Gembraek" eo an anv a reer eus al lodennoù eus Kembre ma vez komzet kembraeg gant an darn vrasañ eus an dud. Kreñvlec'h ar c'hembraeg eo ar c'hornioù-bro-se. Daoust ma vez implijet an droienn Y Fro Gymraeg gant kalzig a dud, n'eus ket emglev etre an holl war harzoù resis ar "vro"-se. Ha n'eus tamm anaoudegezh ofisiel ebet gant ar vro-se evel ma'z eus en Iwerzhon gant ar Gaeltacht, ar c'hornioù-bro ma vez kaozeet iwerzhoneg gant an darn vrasañ eus an dud.

An dregantad a gembraegerien er vro, hervez niveradeg 2011

Gant Owain Owain, ur stourmer evit ar c'hembraeg, e voe displeget evit ar wech kentañ petra e oa Y Fro Gymraeg, er gelaouenn Tafod y Ddraig e miz Genver 1964 ha gantañ e voe treset ur gartenn eus ar vro-se. Displegañ a reas ar soñj e oa ret en em gannañ evit gwirioù ar gembraegerien er c'hornioù-bro-se da gentañ penn. Brudet eo chomet ar frazenn skrivet gantañ: Enillwn y Fro Gymraeg, ac fe enillir Cymru, ac oni enillir Y Fro Gymraeg, nid Cymru a enillir ("Gounezomp Y Fro Gymraeg, ha gounezet e vo Kembre ; anez gounit Y Fro Gymraeg, ne vo ket gounezet Kembre").

Goude se e voe savet al luskad Adfer gant Emyr Llewelyn, dezhañ da bal gwareziñ Y Fro Gymraeg. Abaoe 1964 avat eo aet gorread ar "Vro"-se war ziskar evel ma weler pa seller ouzh kartennoù a ziskouez disoc'hoù an niveradegoù a vez graet bep dek vloaz.

Er bloavezhioù 1960 en em astenne eus an eil penn d'egile e kornaoueg Kembre, eus Enez Mon er gwalarn da hanternoz Penfro ha harzoù Cwm Gwendraeth er c'hreisteiz, ha betek Dyffryn Aman e reter Sir Gaerfyrddin, ha lodennoù bras eus kornaoueg Powys ha kontelezh kozh Sir Clwyd. Hiziv avat eo digresket an dachenn ma vez kaozeet kembraeg gant ar muiañ-niver eus an dud. Peder eus kontelezhioù Kembre a c'haller lakaat er Vro Gembraek bremañ : kontelezh Gwynedd, Sir Gaerfyrddin, Ceredigion hah Enez Mon, daoust ma'z eus lec'hioù enno m'eo deuet ar saozneg da vezañ yezh ar muiañ-niver. Un nebeud lec'hioù all, e diavaez ar c'hontelezhioù-se a zalc'h da gaout dregantadoù uhel ar gembraegerien: lodennoù eus Castell-nedd Port Talbot, lec'hioù zo e kornaoueg Powys, hanternoz Sir Benfro, uhelennoù Sir Conwy (Dyffryn Conwy), uhelennoù ha diabarzh Sir Ddinbych, ha lodennoù eus Sir Abertawe.