Y Fro Gymraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|An dregantad a gembraegerien er vro, hervez niveradeg 2011 '''Y Fro Gymraeg''' (distaget [{{IPA|ə vroː ˈɡəmrɑː..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Welsh speakers in the 2011 census.png|thumb|An dregantad a gembraegerien er vro, hervez niveradeg 2011]]
'''Y Fro Gymraeg''' (distaget [{{IPA|ə vroː ˈɡəmrɑːɨɡ|}}]), da lavaret eo ''"Ar Vro Gembraek"'' eo an anv a reer eus al lodennoù eus Kembre ma vez komzet [[kembraeg]] gant an darn vrasañ eus an dud. Kreñvlec'h ar c'hembraeg eo ar c'hornioù-bro-se. Daoust ma vez implijet an droienn ''Y Fro Gymraeg'' gant kalzig a dud, n'eus ket emglev etre an holl war harzoù resis ar "vro"-se. Ha n'eus tamm anaoudegezh ofisiel ebet gant ar vro-seganti evel ma'z eus en [[Iwerzhon]] gant ar [[Gaeltacht]], ar c'hornioù-bro ma vez kaozeet [[iwerzhoneg]] gant an darn vrasañ eus an dud.
 
Gant [[Owain Owain]], ur stourmer evit ar c'hembraeg, e voe displeget evit ar wech kentañ petra e oa ''Y Fro Gymraeg'', er gelaouenn [[Tafod y Ddraig]] e miz Genver 1964 ha gantañ e voe treset ur gartenn eus ar vro-se. Displegañ a reas ar soñj e oa ret en em gannañ evit gwirioù ar gembraegerien er c'hornioù-bro-se da gentañ penn. Brudet eo chomet ar frazenn skrivet gantañ: ''Enillwn y Fro Gymraeg, ac fe enillir Cymru, ac oni enillir Y Fro Gymraeg, nid Cymru a enillir'' ("Gounezomp Y Fro Gymraeg, ha gounezet e vo Kembre ; anez gounit Y Fro Gymraeg, ne vo ket gounezet Kembre").