Y Fro Gymraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Goude se e voe savet al luskad [[Adfer]] gant [[Emyr Llewelyn]], dezhañ da bal gwareziñ ''Y Fro Gymraeg''. Abaoe 1964 avat eo aet gorread ar "Vro"-se war ziskar evel ma weler pa seller ouzh kartennoù a ziskouez disoc'hoù an niveradegoù a vez graet bep dek vloaz.
 
Er bloavezhioù 1960 en em astenne eus an eil penn d'egile e kornaoueg Kembre, eus [[Enez Mon]] er gwalarn da hanternoz Penfro ha harzoù [[Cwm Gwendraeth]] er c'hreisteiz, ha betek [[Dyffryn Aman]] e reter [[Sir Gaerfyrddin]], ha lodennoù bras eus kornaoueg [[Powys]] ha kontelezh kozh [[Kontelezh Clwyd|Sir Clwyd]]. Hiziv avat eo digresket an dachenn ma vez kaozeet kembraeg gant ar muiañ-niver eus an dud. Peder eus kontelezhioù Kembre a c'haller lakaat er Vro Gembraek bremañ : [[kontelezh Gwynedd]], [[Sir Gaerfyrddin]], [[Ceredigion]] hahhag [[Enez Mon]], daoust ma'z eus lec'hioù enno m'eo deuet ar saozneg da vezañ yezh ar muiañ-niver. Un nebeud lec'hioù all, e diavaez ar c'hontelezhioù-se a zalc'h da gaout dregantadoù uhel ar gembraegerien: lodennoù eus [[Castell-nedd Port Talbot]], lec'hioù zo e kornaoueg Powys, hanternoz [[Sir Benfro]], uhelennoù [[Sir Conwy]] ([[Dyffryn Conwy]]), uhelennoù ha diabarzh [[Sir Ddinbych]], ha lodennoù eus [[Sir Abertawe]].
 
[[Rummad:Kembraeg]]