Pieter Coecke van Aelst : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
 
Linenn 1:
[[Skeudenn:Pieter_Coecke_van_Aelst.jpg|right|thumb|Pieter Coecke van Aelst, emboltred]]
'''Pieter Coecke van Aelst''' ([[14 a viz Eost]] [[1502]] en [[Aalst]] - [[6 a viz Kerzu]] [[1550]] e [[Brusel]]) a oa ul livour hag ur savour-leurennier [[Flandrez|flamank]], brudet evit e embannadur eus oberennoù [[Vitruvius]] e [[nederlandeg]]. Skignañ a reas ivez arz italian an [[Azginivelezh]] en Izelvroioù ar c'hreisteiz. E oberennoù a renker e skol romantel [[Antwerpen]], rak enno e kaver ur meskaj eus arz Flandrez hag eus arz [[Leonardo da Vinci]] (gwelout Ar goan diwezhañ, [[1531]]).
 
== E vuhez ==
E [[Brusel]] e teskas ar vicher, gant [[Bernard van Orley]]. Soñjal a reer ez eas da [[Italia]] etre [[1521]] ha [[1525]], hag eno ec'h arvestas ouzh oberenn an Henamzer. E [[1527]] en em stalias en [[Antwerpen]], ma tigoras e stal-labour ma veze savet a bep seurt oberennoù : engravadurioù, delwennoù, leurenniñ, gwer livet, tresadennoù pallennoù-moger ha bravigerezh. [[Hans Vredeman de Vries]] ha re all a genlabouras gantañ. Coecke van Aelst a zeskas ivez ar vicher d'e vab-kaer, [[Pieter Brueghel gozh]].
 
[[Skeudenn:Jan Cornelisz. Vermeyen - The Holy Trinity.jpg|thumb|left|250px|right|''An Drinded santel'']]
E-pad ur veaj da [[Kergustentin|Gergustentin]] e [[1533]]-[[1534]] ec'h engravas ur rummad seizh koadengravadur anvet ''Mœurs et fachons de faire des Turcz''.
 
E [[1539]] e stagas gant treiñ l'''Architettura'' gant [[Sebastiano Serlio]] e [[nederlandeg]]. [[Karl V, impalaer santel|Karl V]] a lakaas anezhañ da livour a lez ur pennadig a-raok e varv.
Daoust ma voe e penn ur stal-labour oberiant hag a rae berzh, ne chom tost oberenn ebet diwar e zorn, rak ul lodenn anezho a voe distrujet gant an dorrerien-skeudennoù kalvinian.
 
<gallery mode="packed" heights="250px">
[[Skeudenn:Jan Cornelisz. Vermeyen - The Holy Trinity.jpg|thumb|left|250px|right|''An Drinded santel'']]
</gallery>
 
{{commons|category: Pieter Coecke van Aelst}}