Hypsipyle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[FileRestr:Octavien de Saint-Gelais 1.jpg|thumb|right| [[Aourengravadur]] ma weler Hypsipyle en un dornskrid gallek eus an ''[[Héroïdes]]'', troet diwar [[Ovidius]] gant [[Octavien de Saint-Gelais]], [[1496]]-[[1498]]. Livadur gant [[Robinet Testard]].]]
'''Hypsipyle''' ( Ὑψιπύλη / ''Hupsipúlê'' e gregach) a oa rouanez [[ Lemnos]] e mojennoù Hellaz kozh.
[[ImageRestr:GR Lemnos.PNG|thumb|200px|Setu pelec'h emañ [[Lemnos]]. ]]
 
[[FileRestr:Hypsipyle_sauve_Thoas_BnF_Français_599_fol._16.jpg|thumb |Hypsipyle o saveteiñ he zad Thoas.]]
Merc'h e oa d'ar roue [[Toas (Lemnos)|Thoas]].
'''Hypsipyle''' ( Ὑψιπύλη / ''Hupsipúlê'' e gregach) a oa rouanez [[ Lemnos]] e mojennoù [[Hellaz kozh]]. Merc'h e oa d'ar roue [[Toas (Lemnos)|Thoas]].
[[File:Octavien de Saint-Gelais 1.jpg|thumb|right| [[Aourengravadur]] ma weler Hypsipyle en un dornskrid gallek eus an ''[[Héroïdes]]'', troet diwar [[Ovidius]] gant [[Octavien de Saint-Gelais]], [[1496]]-[[1498]]. Livadur gant [[Robinet Testard]].]]
[[Image:GR Lemnos.PNG|thumb|200px|Setu pelec'h emañ [[Lemnos]]. ]]
 
[[File:Hypsipyle_sauve_Thoas_BnF_Français_599_fol._16.jpg|thumb |Hypsipyle o saveteiñ he zad Thoas.]]
 
== Torfed maouezi Lemnos ha savete Thoas ==
Hypsipyle a zo kaoz anezhi en istor torfed maouezi Lemnos ma ne fellas ket dezhi kemer perzh<ref> [[Georges Dumézil]], ''Le Crime des Lemniennes'', Paris, 1924 ; [[Walter Burkert]], « Jason, Hypsipyle and new fire at Lemnos. A Sudy in Myth and Ritual », ''Classical Quarterly, XX, 1970, pp. 1-16 ; [[Marcel Detienne]], ''Les Jardins d'Adonis'', Paris, Gallimard, 1972, pp. 172 et suiv.</ref>.<br />
 
Kentañ skrid klok diwar-bouez an torfed a zo anavezet eo hini [[Apollonios Rodos]] en e ''[[Argonautika]]''<ref>[[Apollonios Rodos]], ''Argonautika'', I, 609-626.</ref>. Fae a rae merc'hed Lemnos war azeulerezh an doueez [[Afrodite]] : evel kastiz e voe torret o c'hoant-plac'h digant gwazed Lemnos dirak o gwragez, nemet c'hoant a gavent adarre dirak ar merc'hed eus [[Trakia]] o devoa skrapet er brezel. Ha setu maouezi Lemnos da zrouklazhañ o friedoù ha plac'hed Trakia, ha gant aon a vezañ kastizet, int ha mont da lazhañ gwazed all an enez. Hypsipyle avat, merc'h Thoas, roue an enez, a guzhas he zad en un arc'h hag a daolas war ar mor. Thoas eta a oa ar gwaz nemetañ ha ne voe ket lazhet, ha Hypsipyle ar vaouez nemeti ha n'he devoa ket lazhet.<br />
 
Un doare all damheñvelik zo diwar zorn [[Pseudo-Apollodoros]] en e ''[[Bibliotheke|Vibliotheke]]''<ref>[[Pseudo-Apollonios|Apollonios]], ''Bibliotheke'', I, 9, 17.</ref>, ma kont e oa bet roet c'hwezh fall gant [[Afrodite]] da verc'hed Lemnos ha setu perak e vezent dilezet gant o friedoù. Hervez [[Herodotos]] e voe lazhet an holl wazed gwitibunan, hag ar roue Thoas kenkoulz all<ref>[[Herodotos]], ''[[Istorioù]]'', VI, 138, 4.</ref>.
 
== An Argonaoted e Lemnos ha priedelezh gant Iason ==
Pa grogas [[ Iason]] hag an an [[Argonaoted]] gant o beaj war vor e rejont o c'hentañ diskenn e [[Lemnos]], ma kavjont an drouklazherezed hag en em barjont. Kement-se zo kontet e meur a oberenn:
*pevarvet ''[[Pythiques|Pitegenn]]'' [[Pindaros]]
*kan kentañ an ''[[Argonautika (Apollonios Rodos)|Argonautika]]'', gant [[Apollonios Rodos]]<ref>Apollonios Rodos, ''Argonautika'' I, 607-914.</ref>.
 
Meur a drajedienn zo ivez diwar-benn an darvoud:
*div gant [[Aesc'hulos]], an eil anvet ''Hypsipyle'' hag eben ''Al Lemnianezed'' hag a zo kollet o-div<ref name="GantzEschSoph">Gantz (2004), p.612.</ref>,
*un drajedienn gant [[Sofokles]] anvet ''Al Lemnianezed''<ref name="GantzEschSoph" >Gantz</ref>,
*un ''[[Hypsipyle (Euripides)|Hypsipyle]]'' gant [[Euripides]] ma ne chom nemet darnoù anezhi<ref>Gantz (2004), p.904-905.</ref>.
 
Hervez [[Pindaros]] e veze aozet kenstrivadegoù gant [[Iason]] hag an [[Argonaoted]] ha neuze e rannent maouezi [[Lemnos]] etrezo <ref>[[Pindaros]], ''[[Pythiques|Pythique]]'' IV, 251-254, hag ''Olympique'' IV, 19-27.</ref>. Ne lavar ket ar barzh petra zo kaoz ma voe seurt kenstrivadegoù.
 
== Hypsipyle magerez Arc'hemoros ==
Meur a oberour, hag [[Euripides]] en e drajedienn ''[[Hypsipyle (Euripides)|Hypsipyle]]''<ref name="Gantz904">Gantz (2004), p.904.</ref> ha [[Publius Papinius Statius|Statius]] ene ''[[Thebais (Statius)|Thebais]]'', a gont darvoudoù all goude deuet an [[Argonaoted]] da [[Lemnos]].
 
Hypsipyle a voe darbet dezhi bout lazhet, met difennet e voe gant tud Argos.
 
[[Caius Julius Hyginus]] a gont ar memes istor, nemet Lycus eo roue [[Nemea]]<ref>Hyginus, Fablennoù, LXXIV.</ref>.
 
== Pennad kar ==