Y Fro Gymraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Welsh speakers in the 2011 census.png|thumb|An dregantad a gembraegerien er vro, hervez niveradeg 2011]]
'''Y Fro Gymraeg''' (distaget [{{IPA|ə vroː ˈɡəmrɑːɨɡ|}}]), da lavaret eo ''"Ar Vro Gembraek"'', eo an anv a reer eus al lodennoù eus Kembre ma vez komzet [[kembraeg]] gant an darn vrasañ eus an dud. Kreñvlec'h ar c'hembraeg eo ar c'hornioù-bro-se. Daoust ma vez implijet an droienn ''Y Fro Gymraeg'' gant kalzig a dud, n'eus ket emglev etre an holl war harzoù resis ar "vro"-se. Ha n'eus tamm anaoudegezh ofisiel ebet ganti evel ma'z eus en [[Iwerzhon]] gant ar [[Gaeltacht]], ar c'hornioù-bro ma vez kaozeet [[iwerzhoneg]] gant an darn vrasañ eus an dud.
 
Gant [[Owain Owain]], ur stourmer evit ar c'hembraeg, e voe displeget evit ar wech kentañ petra e oa ''Y Fro Gymraeg'', er gelaouenn [[Tafod y Ddraig]] e miz Genver 1964, ha gantañ e voe treset ur gartenn eus ar vro-se. Displegañ a reas ar soñj e oa ret en em gannañ evit gwirioù ar gembraegerien er c'hornioù-bro-se da gentañ penn. Brudet eo chomet ar frazenn skrivet gantañ: ''Enillwn y Fro Gymraeg, ac fe enillir Cymru, ac oni enillir Y Fro Gymraeg, nid Cymru a enillir'' ("Gounezomp Y Fro Gymraeg, ha gounezet e vo Kembre ; anez gounit Y Fro Gymraeg, ne vo ket gounezet Kembre").
 
Goude se e voe savet al luskad [[Adfer]] gant [[Emyr Llewelyn]], dezhañ da bal gwareziñ ''Y Fro Gymraeg''. Abaoe 1964 avat eo aet gorread ar "Vro"-se war ziskar evel ma weler pa seller ouzh kartennoù a ziskouez disoc'hoù an niveradegoù a vez graet bep dek vloaz.
 
Er bloavezhioù 1960 en em astenne eus an eil penn d'egile eeus kornaoueg Kembre, eus [[Enez Mon]] er gwalarn da hanternoz Penfro ha harzoù [[Cwm Gwendraeth]] er c'hreisteiz, ha betek [[Dyffryn Aman]] e reter [[Sir Gaerfyrddin]], ha lodennoù bras eus kornaoueg [[Powys]] ha kontelezh kozh [[Kontelezh Clwyd|Sir Clwyd]]. Hiziv avat eo digresket an dachenn ma vez kaozeet kembraeg gant ar muiañ-niver eus an dud. Peder eus kontelezhioù Kembre a c'haller lakaat er Vro Gembraek bremañ : [[kontelezh Gwynedd]], [[Sir Gaerfyrddin]], [[Ceredigion]] hag [[Enez Mon]], daoust ma'z eus lec'hioù enno m'eo deuet ar saozneg da vezañ yezh ar muiañ-niver. Un nebeud lec'hioù all, e diavaez ar c'hontelezhioù-se a zalc'h da gaout dregantadoù uhel ar gembraegerien: lodennoù eus [[Castell-nedd Port Talbot]], lec'hioù zo e kornaoueg Powys, hanternoz [[Sir Benfro]], uhelennoù [[Sir Conwy]] ([[Dyffryn Conwy]]), uhelennoù ha diabarzh [[Sir Ddinbych]], ha lodennoù eus [[Sir Abertawe]].
 
[[Rummad:Kembraeg]]