Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Modeste Oreste !
Poentoù yezhadur
Linenn 39:
::Pebezh kelenner null! Mar ranker skrivañ *hiriv, koulz skrivañ *pugur hag *awalac'h, ha zoken *ue evel Koulizh Kedez ; mard dout mennet da rediañ an dud da zegemer *hiriv peogwir eo bet skrivet en ul levr, degemer ar stummoù all ivez (*hio, *hirio &a.), ha kement foetraj a zo bet moullet gwezh pe wezh. Alato, ar gwirionez eo ne blij ket dit pa vez kemmet DA zibaboù. Pebezh "kenlabourer" null!--[[Dibar:Degasadennoù/90.32.164.212|90.32.164.212]] 25 Eos 2017 da 11:03 (UTC)
Gouzout a ran e plij dit tagañ an dud en un doare kalonek (bevet an diskulierien dizanv hag o meulerien), diwar-benn o labour. Bamiñ a ran dirak da gasoni ouzh an dud na skrivont/soñjont ket eveldout. Ar '''g'''wirionez, emezañ! Ya, kentelioù az pije ezhomm da gaout, a-raok reiñ unan. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 25 Eos 2017 da 12:02 (UTC)
 
==RE : [[Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec#Poentoù yezhadur|Poentoù yezhadur]]==
:Salud deoc'h,
:A-zivout "doueoù/doueed" : mat eo an daou, setu ne oa abeg ebet da reizhañ "doueoù" e "doueed" ; [[geriadur Ménard]] (2012) ne ro nemet al liester "doueoù" evit <small>DIEU</small> ha <small>DIVINITÉ (une)</small>, pa gaver "doueoù/ed" e-tal an daou bennger e [[geriadur Al Liamm]] (2014) ; an daou stumm -où/-ed zo e FHAB 1922 p. 196, meneget gant R. Le Gléau e DCFB.
::Gwall luziet eo an afer, e gwirionez : "doueoù" ha "doueed" a gomprenan aes, pa seller outo evel kealioù hepken ("doueoù") pe evel tud ("doueed") – "doueez-ed" o vout deveret diouzh an eil mennozh. Un afer yezhoniel hepken e c'hall bout ivez, evel "tadoù", "testoù" – meneg ebet avat eus "doueoù" e [[Yezhadur bras ar brezhoneg]] § 308.
:Diwar-benn (ar) Menez Olympos : ger-mell ebet, anat din eo Menez Mikael, Menez Olympos, Menez Kilimanjaro ha me 'oar-me(nez) ; meur a wech em eus lamet ar ger mell en ur reizhañ ar fazioù Lint. N'eus abeg ebet da lakaat ar ger-mell strizh dirak ur menez anvet : «&nbsp;Petra eo ar menez a weler er pelloù ? Menez Mikael eo.&nbsp;». <u>Ar</u> Menez Gwenn zo en Alpoù avat, p'emañ Menez Everest en Himalaya ha Menez Fuji e Japan.
:Setu ma alioù, hoc'h eus bet ar vadelezh da c'houlenn diganin. Trugarez deoc'h, — [[Implijer:Lagad Zoltec|Lagad Zoltec]] ([[Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec|kaozeal]]) 1 Gwe 2017 da 20:44 (UTC)