12 Trevadenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Titl an infobox
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 43:
Ma z'eo ur sistem politikel Kevredadel, gant ar brezel e-teu da vezañ tost d'un diktatouriezh milourel. Goude rishadenn an Trevadennoù hag an terc'hadeg e vez luziet an doare da ren, etre diktatouriezh milourel ha demokratelezh frank.
==== Justis ====
Ar Justis a zo dieub diouzh ar gouarnamant Trevadennel. Caprica a zo ar blanedenn mammenn da darn an dud a vicher er justis. E-pad [[Kentañ Brezel Cylon|ar brezel]] a-enep ar Cylonsre Cylon e voe lakaet e-plas an urzh brezeleg a flastras dishualded ar justis dindan galloud al lu Trevadennel. Goude rishadenn an trevadennoù e voe adlakaet an urzh brezeleg ha lamet darn galloudoù ar Justis, aesaet e voe an obererezh dre ma oa marvet darn tud a-vicher en dagadenn.
 
N'eus ket eus kondaonadur d'ar marv a-raok ma vefe riset an Trevadennoù, ar gondaonadur uhelañ a oa toull-bac'h dibad. Goude risadenn an Trevadennoù e vez lakaet ar c'hastiz d'ar marv pe dre fuzuilhadenn, pe dre bezañ skarzet en egor. Laura Roslin eo a vountas evit kaout ar c'hastiz-se evit an trubarderien. Gaius Baltar kement ha Tom Zarek a gendalc'ho gant implij ar c'hastiz d'ar marv pa vint prezidant.
 
Al lu eo a ra war-dro ar c'hastiz ar marv, reisis ar Marines surentez war al listri-egor. Tabut a zo a-hed ar stirad skinwel evit gouzout daoust hag eo ar gwellañ doare da gastizañ an dud, dreist-holl pa z'eo ken izel an niver a zreistveverien.
 
==== Relijion ====
N'eo ket rannet ar galloudoù etre ar relijion hag ar bed politikel. Kredour-tre ez eo bed Battlestar Galactica. Ur c'huzul uhel d'ar relijion a zo hag a ro alioù d'ar gouarnamant trevadennel. Dre ar stirad e weler ez eo kreñv-tre nerzh alioù ar veleien dre ma z'int selaouet bras gant pobloù an Daouzek Trevadenn.