12 Trevadenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 29:
 
An Daouzek Trevadenn a zo bet savet gant meuriadoù o devoa kuitaet ar blanedenn [[Kobol]], lec'h ganedigezh Mab-den. E-penn kentañ e oa 13 meuriad met unan anezho a guitaas ar re all evit mont da vevañ war ur blanedenn pelloc'h anvet Douar. 50 milmilion eo niver annezidi an 12 Trevadenn er [[Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004)|stirad adsavet]]. Er [[Battlestar Galactica (stirad skinwel 1978)|stirad diazez]] kement hag er stirad adsavet ez eo riñset an 12 Trevadenn goude un dagadenn veur gant ar Cylons. Darn eus an annezidi a zo lazhadeget en Holocaust. Un nebeud miliadoù a dud a dec'h hag a loc'h kuit etrezek an egor dre implijout listri-egor disheñvel a bep seurt. Eus ar flodad listri-brezel trevadennel ne chom nemet unan, ar [[Battlestar Galactica (lestr-egor ijinet)|Battlestar Galactica]], ur pezh-mell lestr-brezel ha dezougen en egor, hag a zo dreistbever d'an dagadenn. Dindan urzhioù ar c'habiten [[William Adama]], al lestr-brezel Galactica gant harp bleinerien an nijerezioù brezel ''Viper'' a glask adkavout an dreistbeverien ha kas anezho er goudor etrezek an 13vet Trevadenn mojennel anvet Douar. Mennad an daouzek meuriad zo un adkemer eus [[daouzek meuriad Israel]].
 
Er stirad adsavet e vez kaoz eus ur [[Kentañ Brezel Cylon|C'hentañ Brezel Cylon]] 40 vloaz a-raok an holokaost.
 
== Politikerezh ==