Menez Everest : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+rummad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Meur a anv a oa anavezet evit ar menez-se gwechall, an hini anavezetañ anezho o vezañ an anv tibetek ''Chomolangma'', a gaver war ur gartenn embannet e Pariz e [[1733]] gant an douaroniour gall [[Jean-Baptiste Bourguignon d'Anville]].
 
[[Andrew Scott Waugh|Andrew Waugh]], un ofiser saoz karget da gartennaouiñ India, an hini a gavas e oa ar menez-se an hini uhelañ en tolead, e-kreiz an {{XIXvet kantved}}. Pa oa meur a anv roet dezhañ e yezhoù ar c’hornad e reas “''Peak XV''” anezhañ da gentañ, a-raok divizout reiñ dezhañ an anv “'''Menez Everest'''”, diwar anv e ziagentad, ar c’horonal [[kembreat]] [[George Everest]]. E 1856 e voe muzuliet uhelder ar “''Peak XV''” gant Andrew Waugh ha n’eo nemet e 1865 e voe degemeret da vat an anv “''menez Everest''” evitañ gant ar “Royal Geographical Society”. Da gentañ e oa savet George Everest a-enep ar c’hinnig-se ; lavarout a rae e oa ret mirout d’ar menezioù o anvioù hengounel e yezhoù an tolead, anvioù a c’halle bezañ distaget gant tud ar vro. Bremañ eo anavezet evel “menez Everest” e kalz a yezhoù avat.
 
E [[tibeteg]] e vez graet '''Chomolangma''' pe '''Qomolangma''' eus ar menez, ar pezh a dalvez kement ha "Mamm santel". E [[sinaeg]] e vez treuzskrivet an distagadur tibetek evel '''Zhūmùlǎngmǎ Fēng''' (珠穆朗玛峰|t=珠穆朗瑪峰), pe treuzskrivet e vez ar ster evel '''Shèngmǔ Fēng''' (圣母峰|t=聖母峰), a dalvez ivez kement ha "Mamm santel". Er bloavezhioù 1960 e voe divizet gant gouarnamant [[Nepal]] reiñ d'ar menez Everest un anv [[nepaleg|nepalek]] : '''Sagarmāthā''' (« penn an oabl »). Ne oa anv nepalek ebet gantañ a-raok, rak an dud e traoñ ar menez a rae gant ''Chomolangma'', an anv tibetek, ha dianav e oa ar menez Everest e traoñienn Kathmandu hag en toleadoù ma vez kaozeet nepaleg. Met fellout a rae d’ar gouarnamant kaout un anv nepalek evit ar menez-se, gant e c’hoant da "unvaniñ ar vroad".