Kerkopes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
 
==O zro gant Herakles==
Pa oa [[Herakles]] oc'h ober e reuziad pinijenn evel mevel da [[Omphale]] ne baouezent ket da zont d'ober goap anezhañ, da derriñ e benn, da virout outañ a gousket, goude ma oa bet lavaret dezho gant o mamm: « Ma revrioù bihan gwenn, a-raok pell emaoc'h o vonet d'en em gavout gant ur pezh revr du. »
 
Ur wech o devoa laeret e armoù digantañ. Kastizañ anezho a reas o stagañ anezho ouzh ur mell skourr dre o zreid, ha bale a rae an haroz gant ar vazh-se war e skoaz, hag al lamponed a-drek e gein, o fenn en traoñ hervez ma vezont diskouezet war priachoù Hellaz. O welout revr rous dizolo Herakles (a oa bet duet en emgannoù, ma veze graet « revr du » anezhañ gant [[TeiaTheia]]) e tirollas al lamponed da c'hoarzhin, hag an haroz ivez, ma voent laosket gantañ da vont.
 
==Mojennoù all==