Douaroniezh Mec'hiko : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 19 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q580061 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:carte_du_Mexique.jpg|right|thumb|left|400px|Kartenn Mec'hiko]]
Ur vro eus [[Norzh Amerika]] eo Mec'hiko. Harzoù war zouar he deus gant [[Stadoù-Unanet Amerika]] (3326 km) en norzh ha gant [[Belize]] (250 km) ha [[Guatemala]] (962 km) er su.
Digor-bras eo ar vro war ar mor ({{formatnum:10143}} km), war ar [[Meurvor Habask]] ha [[pleg-mor Kalifornia]] (7338 km) er c'hornôg, ha war [[mor ar C'haraibed]] ha [[pleg-mor Mec'hiko]] (2805 km) er reter. {{formatnum:1972550}} km² eo gorread hollek ar vro, en ur gontañ 6000 km² a inizi er [[meurvor Habask]], e [[pleg-mor Kalifornia]], e [[mor ar C'haraibed]] hag e [[pleg-mor Mec'hiko]].
Linenn 9:
 
== Torosennadur ==
[[Skeudenn:MountainIztaccihuatlMexico01.jpg|left|thumb|left|200px|Iztaccihuatl]]
Treuzet eo Mec’hiko gant div aradennad-venezioù bennañ : [[Sierra Madre ar C’hornôg]] ha [[Sierra Madre ar Reter]]. Un astenn da [[Sierra Nevada]] [[Kalifornia]] eo Sierra Madre ar C’hornôg, hag un astenn da [[Menezioù Roc’hellek|Venezioù Roc’hellek]] [[Mec’hiko-Nevez]] ha [[Texas]] eo Sierra Madre ar Reter. Etre an div aradennad-venezioù bennañ emañ plateiz Mec’hiko. An [[aradennad nevezvolkanek]] a verk er su bevenn Sierra Madre ar C’hornôg hag ar Reter. Bez’ ez eus ivez aradennadoù-menezioù disteroc’h evel ar Sierra Madre del Sur, ar Sierra Madre de Oaxaca, ar Sierra Madre de Chiapas, hag ar Meseta Central de Chiapas.
 
Linenn 17:
 
<br style="clear:left;" />
[[Image:Field near San Miguel de Allende.jpg|left|thumb|left|200px|El Bajio mec’hikan]]
*En em astenn a ra ivez plateiz Mec’hiko adalek an harzoù gant ar Stadoù-Unanet betek an aradennad nevezvolkanek. Ur gorread bras a c’holo etre Sierra Madre ar C’hornôg ha Sierra Madre ar Reter.
Gwechall e oa bet rannet ar plateiz etre ar '''Mesa del Norte''' hag ar '''Mesa Centra'''. Hiziv an deiz e soñj d’an douaroniourien ez int div lodenn eus ar memes plateiz.
: Norzh ar plateiz a sav da 1100 m uhelder hag en em astenn adalek ar [[Río Grande|Rio Bravo]] betek [[Stad Zacatecas]] ha [[Stad San Luis Potosí]]. Izelennoù a-leizh zo er c’horn-bro-se. An hini brasañ eo ar '''Bolsón de Mapimi'''.
 
 
: Uheloc’h eo su ar plateiz peogwir e sav da 2000 m war-bouez nebeut. Eno ez eus traoñiennoù a-leizh, stummet gant lennoù kozh. Meur a gêr vras evel [[Kêr Vec’hiko]] pe [[Guadalajara (Mec’hiko)|Guadalajara]] zo en traoñiennoù-se.
 
<br style="clear:left;" />
[[ImageRestr:Pico Orizaba1.jpg|left|thumb|left|200px|Pico de Orizaba]]
* An [[aradennad nevezvolkanek]] zo ur gouriz 900 km hirder ha 130 km ledander en em astenn eus ar meurvor Habask da bleg-mor Mec’hiko. Emañ an deroù anezhi tost d’ar Rio Bravo ha kenderc’hel a ra betek su [[Colima]] ma’z a war-du ar reter o heuliañ an 19vet ledenn evit echuiñ e-kreiz Stad [[Veracruz]]. Aroueziet eo ar c’horn-bro gant un oberiantiz krendouarel bras hag eno emañ ar menezioù-tan uhelañ. En Aradennad ez eus tri fikern o deus ouzhpenn 5000 m uhelder : '''Pico de Orizaba''' pe Citlatépetl, anezhañ trede menez uhelañ Norzh Amerika, ar [[Popocatépetl]] hag an [[Iztaccíhuatl]], tost da Gêr Vec’hiko int o-daou. Lakaat a reer an aradennad nevezvolkanek da rannadur douarouriel etre Norzh Amerika ha Kreiz Amerika.
 
== Dourredennoù ==
[[ImageRestr:Riogrande.jpg|thumb|150px|Ar Río Bravo pe Río Grande]]
Mec’hiko he deus war-dro 150 stêr. Dinaouiñ a ra an 2/3 anezho er meurvor Habask hag 1/3 e pleg-mor Mec’hiko pe e mor ar C’haraibed. Daoust ma tiskouez ar vro bezañ dourek eo dizingal-bras ar c’hementadoù dour a gaver enni eus an eil lec’h d’egile. Evit gwir, pemp stêr (an Usumacinta, ar Grijalva, ar Papaloapán, ar c’hCoatzacoalcos, hag ar Pánuco) a ya d’ober 52% eus an ec’honad bloaz keitat. Dinaouiñ a ra ar 5 stêr-se e pleg-mor Mec’hiko. N’eus nemet ar Rio Panuco a gement n’emañ ket e gevred Mec’hiko.
Gant norzh ha kreiz Mec’hiko, anezho 47% eus an tiriad hag enno tost 60% eus ar boblañs, ez eus nebeutoc’h eget 10% eus dour ar vro.
Linenn 49 ⟶ 48:
Kemm-digemm e vez ar glaveier diouzh al lec’h m’emeur hag ar c’houlzoù-bloaz. Krin pe damgrin eo Kalifornia-Izel, gwalarn Stad Sonora, plateizoù an norzh ha ul lodenn eus plateizoù ar su. Er c’hornioù-bro-se e kouezh well-wazh etre 300 ha 600 milimetrad dour bep bloaz. War plateizoù ar su hag ar c’hornioù-bro pobletañ peurgetket (evel [[Kêr Vec’hiko]] ha [[Guadalajara (Mec’hiko)|Guadalajara]]) e kouezh well-wazh etre 600 ha 1000 milimetrad dour. Ouzhpenn 1000 milimetrad dour bep bloaz a vez resevet gant an izeldirioù a-hed pleg-mor Mec’hiko. 2000 milimetrad dour bep bloaz a vez resevet gant ar c’horn-bro e gevred [[Tabasco]] well-wazh !
Erc’h a ra diwar zegouezh war darn eus plateizoù an norzh ha darn eus pikernioù uhel [[Sierra Madre ar C’hornôg]] ha [[Sierra Madre ar Reter]].
 
* Koulz-amzer gleb pe koulz-amzer ar glaveier :
E Mec’hiko e vez ur c’houlz-amzer gleb (pe koulz-amzer ar glaveier) hag ur c’houlz-amzer sec’h merket-mat. En darn vrasañ eus ar vro e pad koulz-amzer ar glaveier eus miz Mezheven da greiz miz Here. Kalz nebeutoc’h a c’hlav a vez e-pad an nemorant eus ar bloaz. Miz C’hwevrer eo ar miz sec’hañ ha miz Gouere eo an hini glepañ. Da skouer, war Kêr Vec’hiko e kouezh war-dro 5 milimetrad dour e miz C’hwevrer ha 300 milimetrad e miz Gouere.
Linenn 55 ⟶ 53:
 
Gant ul lodenn vihan eus aod gwalarn Mec’hiko, tro-dro da gêr [[Tijuana|Dijuana]], e vez un hin kreizdouarel gant kalz a latar hag ur c’houlz-amzer gleb er goañv.
 
* Korventennoù :
 
E gouriz ar c’horventennoù emañ Mec’hiko hag e pep lec’h en arvor e c’haller diwaskañ unan eus ar barradoù-se eus miz Mezheven da viz Du. Rouesoc’h eo ar c’horventennoù en aod ar meurvor Habask, hag eno ne vezont ket ken taer hag en aod reter ar vro. Bep bloaz e vez skoet aod pleg-mor Mec’hiko hag aod mor ar C’haraibed gant meur a gorventenn ha gant avel ziroll en tu-hont da 200 km/h a laka buhez an annezidi en arvar hag a wast al letioù ha tiez ar c’horn-bro.