Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:John William Waterhouse - Ulysses and the Sirens (1891).jpg|thumb|500px|Odysseüs hag ar [[siren]]ed, taolenn livet gant [[John William Waterhouse]] e 1891 ]]
 
An ''[[Odysseia]]'' ([[henc'hresianeg]] Ὀδύσσεια, ''Odysseia'') zo unan eus an daou [[meurgan|veurgan]] [[henc'hresianeg|henc'hresianek]] lakaet war gont [[Homeros]], ur [[barzh]] [[dall]], hervez an hengoun. Savet e vije bet goude an [[Ilias]], an oberenn all lakaet war gont ar barzh, e diwezh an {{VIIIvet}} kent J.-K., un tu bennak en [[Ionia]], da lâret eo en arvor [[Anatolia]] a oa annezet gant [[Henc'hres]]ianed d'ar c'houlz-se.<ref name="The Odyssey 2003">[[D.C.H. Rieu]]'s introduction to ''The Odyssey'' (Penguin, 2003), p. ''xi''.</ref> Kontet eo da vezañ unan eus brasañ pennoberennoù al [[lennegezh]] er bed ha, gant an [[Ilias]], evel unan eus an div varzhoneg pennañ e sevenadur [[Europa]].
 
Linenn 15 ⟶ 14:
|year=2006
|isbn=046502496
}}.</ref>
}}.</ref><!-- Un niver disheñvel a vez embannet a-wechoù, met 12,110 eo an niver meneget peurliesañ. -->
 
== Diverradenn ==
[[Restr:Odysseus and Calypso.jpg|thumb|500px|Odysseüs ha Kalypso, taolenn livet gant [[Jan Brueghel gozh]] (1568–1625)]]
<!--
Displeget eo danvez an oberenn er c'hentañ gwerzennoù :
-->
 
{| border="0" cellspacing="20"
|-
Linenn 38 ⟶ 33:
da zifenn e vuhez ha distro e verdeidi
|}
 
 
=== Kanoù I-IV : Beaj Telemac'hos ===
==== ;Kan kentañ ====
Kregiñ a ra an Odysseia d'ar mare m'emañ dalc'het [[Odysseüs]] en enezenn an nimfenn [[Kalypso]] a fell dezhi eurediñ gantañ. A-du emañ an holl zoueed da lezel anezhañ da zistreiñ er gêr, nemet [[Poseidon]] en deus miret droug outañ abalamour m'en doa dallet e vab, ar [[kiklop|c'hiklop]] Polyfemos. E-keit m'emañ Poseidon o vanveziñ en [[Etiopia]] en em vod an doueed all ha goulenn a ra [[Athena]] digant [[Zeus]] aotreañ distro Odysseüs. Asantiñ a ra an Doue hag Athena a c'houlenn ma vo kaset [[Hermes]] da lâret da Galipso dieubiñ Odysseüs. Goude e lavar da Zeus emañ e soñj mont da skoazellañ [[Telemac'hos]], mab an haroz.
 
Hag Athena da Enez [[Itaka]]. Eno eo heget [[Penelope]] gant degadoù a bleustrerien eus tiegezhioù noblañsed Itaka hag eus an inizi tro-war-dro. Dre ma n'eo ket distroet Odysseüs abaoe ugent vloaz e tle Penelope choaz ur [[pried]] nevez da ren war Itaka, met ampellat a ra atav ar mare da choaz abalamour ma esper c'hoazh e teuio Odysseüs en-dro. Da c'hortoz o deus graet ar bleustrerien-o annez e palez Odysseüs, hag e foranont e beadra o vanveziñ dibaouez. Athena, dezhi neuz un estranjour, a ali Telemac'hos da vodañ an Akeaned a-benn tamall o emzalc'h da bleustrerien Penelope, ha da vont kuit goude da [[Pilos|Bilos]] ha da [[Sparta]] da glask goût petra zo c'hoarvezet gant e dad.
;Kan II
 
==== Kan II ====
An eil devezh, Telemac'hos a dolp ar vodadenn hag a c'houlenn gant ar bleustrerien kuitaat ar palez. Daoust da harp Egiptios ha da hini Halitherses, ha d'ur ragarouez a-du kaset gant [[Zeus]], ne zeu ket a-benn da lakaat ar bleustrerien da blegañ : Antinoos, an den a zo en o fenn, a nac'h krenn. Telemac'hos a embann neuze e raktres beaj da Bilos, met enebiñ a ra ar bleustrerien adarre dre vouezh Leokritos, a zifenn ar veaj-se dezhañ hag a sav an emvod trumm. Ur bedadenn a ra Telemac'hos neuze da Athena a gemer neuz [[Mentor (mitologiezh)|Mentor]] da reiñ kalon dezhañ hag a vroud anezhañ da vont kuit daoust da bep tra. Ne sent ket Telemac'hos ouzh ar bleustrerien, hag amprestañ a ra ul lestr da vont da Bilos diouzh an noz, ambrouget gant an doueez Athena, atav dindan neuz Mentor.
;Kan III
 
==== Kan III ====
[[Restr:OdysseyPolyphemos.png|thumb|300px|Odysseüs o vezviñ Polyfemos]]
 
 
Antronoz, [[Telemac'hos]] hag [[Athena]] (Atav dindan neuz [[Mentor (mitologiezh)|Mentor]]) a zilestr e [[Pilos]] d'ar mare m'emañ [[Nestor]] hag e geneiled oc'h aberzhiñ tirvi en enor da [[Poseidon|Boseidon]]. Kaset int gant unan eus mibien Nestor, Pisitratos, betek e dad a laka anezhe da gemer perzh er pred. Nestor a ra anv eus ar poanioù diwasket gant an harozed e [[Troia]] hag o zonkad gwalleürus. Doare fresk ebet n'en deus avat eus Odysseüs. War goulenn Telemac'hos e teskriv Nestor marv [[Agamemnon]], drouglazhet gant [[Aigistos]] pa zistroas eus ar brezel. Aliet eo Telemac'hos gant Nestor da vont da [[Sparta]]. [[Menelaos]] zo an hini diwezhañ da vezañ distroet er gêr goude kalz avanturioù ha marteze en deus klevet keleier eus Odysseüs.
Goude o diviz e kinnig Nestor d'e ostizien tremen an noz en e balez. Asantiñ a ra Telemac'hos, Athena-Mentor avat a zistro d'al lestr. Antronoz vintin e kinnig Nestor un aberzh da Athena. Emañ Telemac'hos en e gichen, hag Athena ivez, bepred dindan neuz Mentor. Goude an aberzh hag ar pred, Telemac'hos, ambrouget gant Pisistratos, a ya gant an hent etrezek Sparta.
;Kan IV
 
==== Kan IV ====
 
Da guzh-heol e tegouezh Telemac'hos e [[Sparta]] ha degemeret eo eno gant [[Menelaos]] hag [[Elen a Gerdroia|Helene vrav]]. Bamet eo Telemac'hos da gaerded palez Menelaos. Hemañ a zanevell an avanturioù hag ar poanioù en deus gouzañvet da zastum ar pinvidigezhioù a weler eno. Kontañ a ra [[Brezel Troia]] ha penaos eo dianadet Odysseüs. [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], a verz strafuilh Telemac'hos, en anavout a ra dre ma taol da Odysseüs a-raok ma lârfe an ostizien o anv. Helene a ginnig d'an daou zen yaouank un evaj, ennañ un dramm distignus, ha da c'houde e tanevell gant Menelaos degouezhioù ma tiskouezas Odysseüs e finesa. Antronoz vintin (Ar c'hwec'hvet devezh abaoe deroù an istor), Menelaos a zeskriv e zistro eus [[Troia]] hag an avanturioù a gasas anezhañ da Egipt, e lec'h ma c'houlennatas [[Proteus (mitologiezh)|Proteus]], « den kozh ar mor », goude bezañ tapet anezhañ dre finesa ha gant skoazell a-berzh unan eus merc'hed Proteus, [[Idotea]]. Evel se eo e teuas Menelaos a-benn da guitaat Egipt, ma oa dalc'het gant avelioù enep abaoe pell. Evel se ivez e teskas tonkad an harozed all eus Brezel Troia, ha dreist-holl marv e vreur [[Agamemnon]]. Menelaos a lâr e oa disklêriet dezhañ gant Proteus e veve Odysseüs prizoniet en un enezenn. Pediñ a ra Telemac'hos da chom un nebeud devezhioù met hennezh a nac'h e ginnig, daoust ma chomo pelloc'h e Sparta. E-keit-se, en [[Itaka]], e tesk ar bleustrerien e aet Telemac'hos kuit da glask e dad ha divizout a reont stignañ ur griped dezhañ.
 
=== Kanoù V - VIII : Odysseüs a zegouezh e rouantelezh ar Faiakiaiz ===
;Kan V
 
[[Restr:OdysseyLeukothea.png|thumb|300px|Leukothea a ro he gouel da Odysseüs]]
==== Kan V ====
[[Restr:OdysseyLeukothea.png|thumb|right|300px|Leukothea a ro he gouel da Odysseüs]]
Antronoz vintin (seizhvet devezh), distro war [[Olympos|Menez Olympos]], e c'houlenn [[Athena]] adarre digant [[Zeus]] hag an doueed all dieubiñ [[Odysseüs]]. Zeus a zisklêir ez eo tonket Odysseüs da gavout e diegezh en-dro en Itaka, met dleet e vo dezhañ poaniañ ugent devezh war vor, kent douarañ e rouantelezh ar [[Faiakiaiz]] a gaso anezhañ d'ar gêr. Zeus a gas kerkent [[Hermes]] da reiñ da c'hoût da [[Kalypso|Galypso]]. Mont a ra an doue da enezenn Kalypso hag e kav anezhi o wiadiñ en ur groc'h e-kreiz ar c'hoadoù hag al liorzhoù. Asantiñ a ra a-rekin da lezel Odysseüs da vont kuit. Hag hi davet ar merdeer, chomet da hirvoudiñ en aod, hag aliañ anezhañ da sevel ur [[radell]]. Goude ar pred e klask ur wezh diwezhañ distreiñ an haroz diouzh kuitaat an enezenn. Odysseüs avat a gav gwell distreiñ davet e bried, daoust ma c'hall mervel (gwerzennoù 218-219).
 
Antronoz e sav Odysseüs ur radell en un doare zo deskrivet pizh. Pevar devezh a dremen kent echuiñ e radell ; ar pempvet (an daouzekvet devezh abaoe deroù an danevell) e kuita Enezenn Kalypso. Goude triwec'h devezh o verdeiñ hep chati, emañ war-nes douarañ en enezenn ar Faiakiaiz met Poseidon, o tont war e giz eus [[Etiopia]], a spurmant anezhañ hag a laka ar mor da zirollañ en e enep. Savetaet eo an haroz gant skoazell un doueez eus ar mor, [[Leukothea]] : prestiñ a ra dezhañ ur ouel warezus a vir outañ a veuziñ ur wezh dispennet e radell. Goude daou zevezh ha div nozvezh war-neuñv e teu Odysseüs a-benn gant poan, hag eñ sikouret gant Atena, da zouarañ war aod roc'hellek Faiakia (an 32vet devezh eo).
;Kan VI
 
[[Restr:OdysseyAlcinoos.png|thumb|350px|[[Odysseüs]] oc'h heuliañ [[Naosikaa]], Skeudenn gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
==== Kan VI ====
 
[[Restr:OdysseyAlcinoos.png||thumb|right|350px|[[Odysseüs]] oc'h heuliañ [[Naosikaa]], Skeudenn gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
E-pad an noz, e-keit ha m'emañ Odysseüs o kousket war an aod, e ya [[Athena]] da balez [[Alkinoos]], roue Faiakiaiz, hag e ro un hunvre d'e verc'h [[Naosikaa]], da reiñ dezhi ar soñj da vont da gannañ he dilhad war vord ar mor. Ur finesa eo da lakaat anezhi da gejañ gant an haroz. Da c'houloù-deiz, Naosikaa, gant asant he zad, a vod he mitizhien hag a ya d'an aod. E-keit m'emañ ar merc'hed yaouank da vat o c'hoari ar vell, echu gante o c'hannadenn ha o c'houronkadenn, e tihun [[Odysseüs]]. Hag eñ er-maez eus ar strouezh, lous, gloazet, spulfet e vlev hag hogoz en noazh. Tec'hout a ra ar mitizhien spontet. Naosikaa hepken a ziskouez kalonegezh. Odysseüs, gant e helavarded kustum, a gomz dezhi ha Naosikaa a asant sikour anezhañ. Kouronkañ a ra an haroz ha gwiskañ dilhad fresk, hag Athena a ro un neuz bravoc'h dezhañ. da c'houde ez a da-heul Naosikaa betek dorioù kêr, ha goude e chom un tamm war he lerc'h e-keit ha ma ya merc'h Alkinoos da reiñ da c'hoût d'he zad ez eus erru un estrañjour.
;Kan VII
 
==== Kan VII ====
Gant sikour Athena he deus kemeret neuz ur plac'h vihan e antre Odysseüs e kêr hag e palez Alkinoos. Aliet eo gant Athena d'en em deuler ouzh treid ar rouanez, [[Arete]], kerkent ha ma vo erruet e sal an tron. Ober a ra an haroz diouzh kuzul Athena, hag asantiñ a ra Alkinoos degemer anezhañ hervez lezennoù an herberc'h. Ur wezh servijet ur pred da Odysseüs, ar roue a c'houlenn gantañ e anv hag eus pelec'h e teu. Hep disklêriañ e anv e teskriv e amzer en enezenn Kalypso, e verdeadenn betek Faiakia hag an degemer graet outañ gant Naosikaa. Goude ar pred hag an diviz e kousk an haroz er palez.
;Kan VIII
 
[[Restr:OdysseyDemodokos.png|thumb|350px|Odysseüs a ouel en ur selaou Demodokos, [[John Flaxman]] (1810)]]
==== Kan VIII ====
[[Restr:OdysseyDemodokos.png|thumb|right|350px|Odysseüs a ouel en ur selaou Demodokos, [[John Flaxman]] (1810)]]
Antronoz e oa savet gant [[Alkinoos]] ur banvez en enor da [[Odysseüs]]. E-doug ar pred e kan An [[aiodos]] [[Demodokos]] an trouz a oa savet etre Odysseüs hag [[Akilles]] en amzer [[Brezel Troia]]. Ne c'hall ket an haroz miret outañ a ouelañ pa soñj er mare-se, met kuzhat a ra e c'hlac'har hag Alkinoos hepken er merz.
A-benn cheñch temz-spered e ostiz, Alkinoos a ro an urzh da gregiñ c'hoarioù, en o zouez redadegoù, krogadoù gouren, lammoù, teurel ar c'hant ha dornataerezh. Pedet da gemer perzh en unan eus ar c'hevezadegoù e nac'h Odysseüs da gentañ, met divizout a ra kemer perzh pa fell d'un den anvet Eurialos ober goap anezhañ. Teurel a ra ur c'hant pelloc'h evit an holl gevezerien all. Lorc'h ennañ e tae Odysseüs [[Faiakiaiz]] ha fougasiñ a ra e ampartiz o tennañ gant ar [[gwareg|wareg]]. Den avat ne gred keveziñ gantañ. Alkinoos a laka neuze ar c'hoarioù da baouez hag a laka Demodokos da zont en-dro. Hennezh a gan neuze un darvoud fentus eus buhez an doueed : avoultriezh [[Ares]] hag [[Afrodite]], ha finesa [[Hefaistos]], pried Afrodite, da dapout anezhe. Daou eus mibien Alkinoos a zañs ha goude se laka ar roue profañ donezonoù d'e ostiz. E-pad ar pred e kan Demodokos dre an deirvet gwezh hag e kont istor [[Marc'h Troia]]. Ur wezh ouzhpenn, ne c'hall ket Odysseüs miret outañ a ouelañ o soñjal e [[Brezel Troia]]. Kuzhat a ra e c'hlac'har ouzh an holl nemet d'ar roue a c'houlenn erfin digant e ostiz pe anv eo.
 
=== Kanoù IX - XII : an « danevelloù e palez Alkinoos » ===
;Kan IX
 
<!--[[Restr:Römischer Meister um 125 v. Chr. 001.jpg|thumb|left|300px|Lodenn eus an ''Odysseia'', murlivadur roman (fin an II kantved kent J.K.)]]-->
==== Kan IX ====
[[Restr:Odysseus Polyphemos Cdm Paris 190.jpg|thumb|400px|Odysseüs ha [[Polyfemos]]]]
<!--[[restr:Römischer Meister um 125 v. Chr. 001.jpg|thumb|left|300px|Lodenn eus an ''Odysseia'', murlivadur roman (fin an II kantved kent J.K.)]]-->
[[Restr:Odysseus Polyphemos Cdm Paris 190.jpg|thumb|400|right|Odysseüs ha [[Polyfemos]]]]
Disklêriañ a ra Odysseüs e anv da [[Faiakiaiz]], a-benn ar fin, hag e tanevell ar veaj daou vloaz en deus graet etre drouziwezh Troia hag ar mare ma erruas en enezenn Kalypso. Kuitaat a reas aod Troia gant daouzek [[lestr]]. Kaset e oant gant an avelioù betek [[Ismaros]], keoded ar [[Kikoned|Gikoned]], o doa kemeret perzh e Brezel Troia diouzh tu an Droianed. Kemer a reas Odysseüs ar geoded dre souezh ha preizhañ anezhi. Abalamour ma oa chomet e vrezelourien da straniñ eno daoust da ali an [[haroz]] e voent taget antronoz gant ar Gikoned a oa bet o klask sikour digant o amezeien hag e rankjont tizhout diwar dizh. Goude se e voent kaset gant ur barrad-amzer e-pad tri devezh, a-raok distro an amzer vrav. Arruet e-kichen ar [[Kab Maleas|C'hab Maleas]], avelioù enep a ziroudas anezhe adarre betek bro al [[Lotofaged]], en ul lodenn dianav eus ar bed. Degemeret e voent gant ar bobl-se a ginnigas [[lotos]] dezhe da zebriñ. An neb a dañvae ar frouezh-se avat ne felle ket dezhañ mont kuit ken, ha ret e oa da Odysseüs kas dre nerzh d'al listri e geneiled o doa graet un tañva oute.
 
Mont a reas Odysseüs hag e listri betek enezenn ar [[kiklop|Gigloped]] ha tapet e voe an haroz ha lod eus e dud gant [[Polyfemos]] a blaouias lod anezhe. Dont a rejont a-benn da achap kuit a-drugarez d'ur finesa eus roue Itaka a vezvas ar c'hiklop gant gwin kemeret d'ar Gikoned, a-raok tarzhañ lagad nemetañ an euzhvil e-pad e gousk. Odysseüs en doa touellet Polyfemos da gentañ o lâret e oa ''Outis'' e anv, ar pezh a dalvez "nikun" pe "den ebet". Ha pa ziredas kenvroidi Polyfemos war e sikour ha goulenn petra a c'hoarveze gantañ e tisplegas edo o paouez bezañ dallet gant den ebet, hag e tremenas evit un inosant. Kuitaat a rejont groc'h ar c'hiklop goude se o kuzhat dindan deñved ramz ar c'hiklop p'o leze da vont da beuriñ. Met d'ar c'houlz ma'z ae kuit e lestr eus an enezenn, ne oa ket Odysseüs evit miret outañ da ziskuliañ e anv gwirion da c'hoapaat Polyfemos. Hennezh, kounnaret-ruz, a daolas roc'helloù bras trema al lestr, ha darbed e oa dezhañ flastrañ anezhañ, ha war-lerc'h e c'houlennas gant e dad [[Poseidon]] veñjañ anezhañ, o viret ouzh Odysseüs da zistreiñ biken en e vro, pe, mard e oa tonket d'en ober, o lezel anezhañ da zistreiñ d'e vro goude poanioù hir, war ur vag estren, kollet gantañ holl e geneiled, ha na gavfe er gêr nemet reuz ha gwalleur.
;Kan X
 
[[Restr:Circe Offering the Cup to Odysseus.jpg|thumb|300px|[[Kirke]] o profañ ur gibad da [[Odysseüs]]]]
==== Kan X ====
[[Restr:Circe Offering the Cup to Odysseus.jpg|thumb|right|300px|[[Kirke]] o profañ ur gibad da [[Odysseüs]]]]
 
Erruout a ra Odysseüs hag e geneiled en enez arem [[Aiolos]], gward an avelioù. Degemer a ra anezhe ha klask sikour anezhe da zistreiñ er gêr. Kinnig a ra da Odysseüs ur soroc'hell m'en deus lakaet an holl avelioù a c'hallfe miret outañ da zistreiñ timat. Kas a ra dezhe ivez un aezhenn skañv a zle kas anezhe dillo da [[Itaka]]. An dekvet devezh bageerezh goude bezañ kuitaet enezenn Aiolos e spurmant listri Odysseüs aodoù [[Itaka]]. Dinec'het ha divi e chom an haroz kousket. Dre walleur, sur ez eus teñzorioù profet gant Aiolos d'o roue er soroc'hell, e geneiled a zigor anezhi da sellet e-barzh hag a zieub an holl avelioù fall. Dirollañ a ra an avelioù enep ha kas a reont al listri da enezenn Aiolos adarre. Hennezh, annoazhet gant an implij fall graet gant Odysseüs eus e zonezon ha sur ez eo mallozhet an Akeaned gant an doueed, a argas anezhe kuit.
 
Goude c'hwec'h devezh mor e touaront e [[Telepilos]], keoded al [[Lestrigoned]], renet gant ar roue Antifates. Al Lestrigoned avat zo ramzed ha debrerien tud : lazhet ha plaouiet eo ar re en deus kaset Odysseüs da zizoleiñ ar vro, hag al Lestrigoned, sortiet a-vil-vern eus o c'heoded, a zispenn listri Odysseüs o teurel pezhioù bloc'hadoù roc'h oute. Dont a ra a-benn roue Itaka da dec'het, met ne chom gantañ ken nemet ul lestr hag un dornadig keneiled.
 
<!--[[Restr:OdysseyAntiphates.png|thumb|right|300px|Roue al Lestrigoned o lazhañ unan eus keneiled Odysseüs]]-->
Douarañ a reont goude en Enez [[Aiaia]], m'emañ o chom an achantourez [[Kirke]], merc'h da [[Helios]]. Diskenn a ra roue Itaka da gentañ en douar ha lazhañ ur c'harv bras-meurbet a zegas d'e vag. A c'houde un nebeud devezhioù e tiviz kas ur strollad diaraogerien tennet d'ar sord : mont a ra kuit [[Eüriloc'hos]] e penn 20 den tra ma chom Odysseüs hag ar re all e-tal o lestr. Dizoloet eo palez Kirke gant [[Eüriloc'hos]]. Gronnet eo a loened gouez, leoned ha bleizi, hag en em zalc'h evel loened doñv. Degemeret int en un doare hegarat gant an achantourez met Eüriloc'hos, disfizius, a gav gwell chom er-maez. Ar wazed zo aet er palez zo troet e perc'hell e-pad ar pred, rak Kirke he deus fennet un dramm en o evaj. Eüriloc'hos, goude bezañ chomet pell da c'hortoz en aner e geneiled, a zistro d'al lestr hag a lâr da Odysseüs ez int dianadet. Hennezh a gemer diouzhtu penn an hent da saveteiñ e verdeidi. En em gavout a ra gant an doue [[Hermes]], dindan neuz un den yaouank kaer, a ziskouez dezhañ penaos e c'hall bezañ trec'h da hud Kirke. Reiñ a ra dezhañ ur blantenn, ar [[moli]], a zistroio strobinelloù Kirke diwarnañ.
 
Linenn 103 ⟶ 80:
 
Chom a ra Odysseüs hag e geneiled e-pad bloaz e ti Girke o tiskuizhañ hag o vanveziñ. Goude se avat e tegas ar verdeidi da soñj d'o roue ez eo poent dezhe distreiñ d'ar gêr. Kuzuliet int gant Kirke da dremen dre an [[ifern (mitologiezh)|ifern]], rak tasmant an diouganer [[Tiresias]] hepken a c'hell reiñ disaouzan dezhe eus an hent da gemer da zistreiñ en o enezenn. Dres d'ar beurevezh m'emaint o vont kuit e varv unan eus ar vartoloded, [[Elpenor]], en ur gouezhañ diwar lein toenn ar palez.
;Kan XI
 
==== Kan XI ====
[[Restr:Pellegrino Tibaldi 001.jpg|thumb|left|300px|''Keneiled Odysseüs o laerezh chatal Helios'', gant [[Pellegrino Tibaldi]] ([[1454]]-[[1456]])]]
Anvet eo kan XI an '''Odysseia'' ''Nekuia'', da lâret eo "galv ar re varv".
Linenn 112 ⟶ 88:
Goude e komz an haroz gant tasmant e vamm, [[Antikleia]]. Lâret a ra dezhañ emañ atav [[Penelope]] o c'hortoz anezhañ gant fealded, hag e ro dezhañ keleier eus e dad, [[Laertes]], hag e vab, [[Telemac'hos]]. Gwelet a ra goude meur a rouanez hag a harozezed marv : [[Tiro]], [[Antiope (mamm Amfion)|Antiope]], [[Alkmena|Alkmene]], [[Megara (mitologiezh)|Megara]], [[Jokaste|Epikaste]] (anv [[Jokaste]] e skridoù Homeros), [[Kloris (Niobided)|Kloris]] , [[Leda]] a zo mamm [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], Ifimede, [[Faidra]], [[Prokris]] hag [[Ariadne]], Maira, [[Klymene]] hag [[Erifyle|Erifile]]. Un ehan a ra neuze Odysseüs. Meulet eo gant [[Arete]], [[Alkinoos]] hag ar Faiakiaiz zo ouzh e selaou. Alkinoos a bed neuze e ostiz da genderc'hel gant e zanevell.
[[Restr:OdysseyUnderworld.png|thumb|right|300px|Odysseüs diskennet en ifern a wel an harozed varv]]
En eil strollad tasmantoù e wel roue Itaka harozed [[Brezel Troia]] marvet e-doug ar brezel pe goude. Komz a ra gant teuz [[Agamemnon]] a ra anv eus e varv diwar zorn [[Aigistos]], ha war-lerc'h gant ene [[Akilleus]], a zisklêr e vefe gwelloc'h dezhañ bezañ ur paotr-saout reuzeudik, met bev, kentoc'h evit ren war ar re varv. Frealzet eo gant Odysseüs a zanevell dezhañ kurioù e vab [[Neoptolemos]]. Spurmantiñ a ra ivez [[Aias Telamonios|Aias]] en deus droug outañ c'hoazh abalamour d'an trouz a oa bet etreze diwar-benn armoù Akilleus.
 
Erziwezh e wel Odysseüs annezidi brudet an ifern. Gwelet a ra [[Minos]] o rentañ ar justis, ar ramz [[Orion]], re zaonet an [[Tartaros]] : ar ramz [[Tityos|Titios]] dispennet gant ar guped, [[Tantalos]] o tizeriañ gant an naon hag ar sec'hed, [[Sisyfos|Sisifos]] o vountañ e roc'h en aner. Gwelet a ra ivez tasmant [[Herakles]] o chaseal dibaouez e-touez ar re varv e-skoaz an Herakles wirion, deuet da vezañ doue goude e varv, a vev er [[olimpos|Menez Olimpos]] e kumpagnunezh [[Hebe]]. Goude bezañ gwelet holl ar re varv-se e tistro Odysseüs, gant aon rak bezañ troet e maen gant tasmant [[Medousa]].
;Kan XII
 
==== Kan XII ====
[[Restr:Odysseus Sirens BM E440 n2.jpg|thumb|250px|Odysseüs hag ar [[siren]]ed, lestr gresian]]
 
Goude e veaj e Kimmeria e tistro Odysseüs betek enezenn [[Kirke]] ma'n em gav da noz. Antronoz e chom an Akeaned da ziskuizhañ ha da vanveziñ. Da noz e ro Kirke da Odysseüs titouroù all war ar verdeadenn zo ouzh e c'hortoz a-raok erruout en enezenn an Heol a oa kaoz anezhi gant Tiresias. Komz a ra dezhañ eus ar [[siren]]ed hag eus ar moaien da vezañ gwarezet diouzh o c'han marvus, eus ar [[Simplegades]], div skosell a vrae al listri pa glaskont tremen hag a zo annezet gant daou euzhvil [[C'haribdis]] ha [[Skilla]]. N'eus ken an [[Argonaoted]] a gement zo deuet a-benn da dremen e-biou dezhe gant sikour [[Hera]]. Leuskel a ra Kirke ar choaz da Odysseüs da dremen e-biou an eil pe egile.
 
Linenn 127 ⟶ 101:
 
=== Kan XIII da XX : distro Odysseüs da Itaka ===
;Kan XIII
 
==== Kan XIII ====
 
Echu eo danevell Odysseüs. Kinnig a ra [[Alkinoos]] lakaat kas anezhañ da Itaka gant e vartoloded ha mont a ra an holl da gousket. Antronoz, ar pempvet devezh ha tregont, ar [[Faiakiaiz]] a ginnig ul lestr da Odysseüs, ur pare martoloded ha profoù. Da noz e sav Odysseüs e bourzh al lestr goude ur [[banvez]], ha chom a ra kousket e-keit ha ma labour ar vartoloded ha ma klipenn ar vag war ar mor gant un tizh dreistnaturel. Goude un devezh hag un devezh war vor e aoch al lestr en Itaka. Ar Faiakiaiz a lez Odysseüs, kousket atav, en ur groc'h darempredet gant an nimfezed, gant donezonoù Alkinoos.
 
Linenn 135 ⟶ 107:
 
E-keit-se e tihun Odysseüs en Itaka da c'houloù-deiz. [[Athena]] avat a vir outañ a anavezout e vro da gentañ. Dic'hizet e mesaer yaouank e tegemer anezhañ hag an haroz a lavar ez eo genidik eus Kreta hag a ro un anv faos. Diskouez a ra Athena piv eo-hi neuze ha terriñ ar strobinell a vire ouzh Odysseüs a anavezout an ardremez. Diskuliañ a ra dezhañ troioù-kamm pleustrerien [[Penelope]], ha reiñ dezhañ neuz ur c'hlasker-bara kozh evit ma c'hallfe gwelet ar pezh a c'hoarvez en e balez hep bezañ anavezet. Mont a ra neuze davet e voc'haer leal, [[Eumaios]].
;Kan XIV
 
==== Kan XIV ====
Odysseüs, dic'hizet e klasker-bara, zo degemeret gant [[Eumaios]] a ro bod dezhañ. E-doug ar pred e veneg Eumaios tonkad digernez e vestr dianadet ha drougoberoù ar bleustrerien er palez. Goude ar pred e c'houlennata Odysseüs ar moc'haer diwar-benn e donkad dezhañ e-unan. Hag Eumaios da zisplegañ e teu kalz klaskerien-bara d'ar palez da gontañ gevier ha da reiñ keleier faos eus Odysseüs abalamour da vezañ deuet-mat gant [[Penelope]]. Eumaios e-unan ne gred ket e ve bev Odysseüs c'hoazh daoust d'ar pezh a lavar an haroz dezhañ, ha nec'het eo gant amzer da zont [[Telemac'hos]]. Goulenn a ra neuze Eumaios gant Odysseüs eus pelec'h eo genidik hag an haroz d'en em ginnig dindan un anv faos kuit da vezañ anavezet diouzhtu. Kontañ a ra ez eo genidik eus [[Kreta]], en deus brezelekaet e Troia hag en deus kollet e geneiled e-doug e veaj distro, pa oa en Egipt. Disklêriañ a ra zoken en deus klevet komz diwar-benn Odysseüs e ti Fidon, roue an [[Tesproted|Desproted]], ha lavaret a ra e vefe aet an haroz da [[Dodone|Zodone]] da glevet diougan Zeus. Eumaios a zanevell d'e dro e vuhez pemdez hag e droioù e palez Penelope, met nac'hañ a ra krediñ e ve bev Odysseüs c'hoazh. Da noz e tistro ar vesaerien zo dindan Eumaios da zebriñ koan. E-doug ar pred e tanevell Odyseüs unan eus e avanturioù e [[Brezel Troia]], ur finesa da bourchas ur vantell dezhañ. Hag Eumaios da brestañ unan dezhañ evit an noz.
;Kan XV
 
[[Restr:OdysseyTelemachos.png|thumb|250px|[[Athena]] ha [[Telemac'hos]], skeudenn savet gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
==== Kan XV ====
[[Restr:OdysseyTelemachos.png|thumb|right|250px|[[Athena]] ha [[Telemac'hos]], skeudenn savet gant [[John Flaxman]] ([[1810]])]]
 
E-keit-se, Athena ha mont davet Telemac'hos da [[Sparta]] e-lec'h m'emañ o chom abaoe ur miz e palez [[Menelaos]].
En em ziskouez a ra dezhañ en e [[hunvre]]où hag aliañ anezhañ da zistreiñ d'e vro ha da vont davet Eumaios. Hervez hec'h ali, Telemac'hos a zihun Pisistratos hag o fourchas a reont da vont kuit. Kinnig a ra Menelaos hag [[Elena Troia]] donezonoù hag ur pred dezhe kent ma'z afent gant o hent. D'ar c'houlz ma kuitaont palez Menelaos e kas an doueed dezhe ur ragarouez mat zo displeget gant Elena evel ur sin eus distro prim Odysseüs. Degouezhout a reont diouzh ar beure e Ferae, hag antronoz e Pilos. Gant aon rak bezañ dalc'het gant [[Nestor]] e kav gwell Telemac'hos mont war-eeun e bourzh e lestr abalamour da zistreiñ buanoc'h da Itaka. E-keit ha m'emañ o vageal etrezek e enezenn eo nec'het Telemac'hos o soñjal e dañjerioù an hent.
Linenn 148 ⟶ 117:
 
An deiz war-lerc'h da vintin emañ Telemac'hos en Itaka en-dro. Aet hebiou d'an trap aozet gant ar bleustrerien. N'eo ket gouest da reiñ herbec'h da Deoklimenos abalamour d'ar bleustrerien en e balez, ha lavaret a ra dezhañ da belec'h mont kent loc'hañ etrezek ti Eumaios.
;Kan XVI
 
==== Kan XVI ====
An navet devezh ha tregont e erru Telemac'hos ti ar moc'haer Eumaios hag en em gaout a ra gant Odysseüs, e dad, n'eo bet anavezet gant den ebet gant e zilhad klasker-bara betek-henn. Eskemm a ra Telemac'hos hag Eumaios keleier eus ar palez, ma klask atav Penelope herzel ouzh ar bleustrerien. Da c'houde e c'houlenn Telemac'hos piv eo ostiz an ti ; Eumaios a gomz dezhañ eus ar c'hlasker-bara ha pediñ a ra anezhañ da reiñ bod dezhañ. Telemac'hos avat a zisklêr n'eo ket evit en ober abalamour d'ar bleustrerien a ra o fenn er palez. En ur c'houlenn an aluzenn e c'houlenn Odysseüs doare ar bleustrerien hag o stuzioù kasaus gant Telemac'hos. Goulenn a ra hemañ ziwezhañ gant Eumaios, goude, mont davet Penelope da reiñ da c'hoût dezhi. Anv a ra ar moc'haer eus kalonad [[Laertes]], tad Odysseüs, zo o tizeriañ gant ar glac'har abaoe m'eo aet e vab diwar wel. Ur wezh Eumaios kuit, Athena ha tostat ha lavaret d'an haroz, hep bezañ gwelet gant Telemac'hos, ez eo erru poent da zisklêriañ piv eo d'e vab. Rentañ a ra da Odysseüs e neuz roueel ha pa zeu en ti e spont Telemac'hos rak cheñchamant trumm e neuz. Odysseüs avat a zisklêr dezhañ piv eo. Kontañ a ra buan-ha-buan e avanturioù hag an tad hag ar mab a grog d'ober o fourchasoù d'en em zizober eus pleustrerien c'hoantek Penelope. E-keit-se e ro Eumaios da c'hoût er palez emañ Telemac'hos o tistreiñ, ar pezh a zegas levenez da Benelope ha desped d'he fleustrerien a fell dezho lazhañ anezhañ atav. Da noz e tistro Eumaios d'e loch e lec'h ma'z eo dic'hizet Odysseüs adarre.
;Kan XVII
 
==== Kan XVII ====
 
Antronoz e tistro [[Telemac'hos]] d'ar palez ha degemeret eo gant e vamm a c'houlenn gantañ ha bet en deus keleier eus Odysseüs. Hep diskuliañ dezhi eo distro he gwaz e lâr da Benelope e oa dalc'het gant [[Kalypso]] en hec'h enezenn (evel m'en deus en desket gant [[Menelaos]] er c'han IV). D'enderv e ya [[Odysseüs]] hag [[Eumaios]] e kêr. War e hent ez eo kunujennet ha skoet Odysseüs gant ar ar mesaer givri [[Melanteus]] a zo e servij ar bleustrerien. Hag int ha degouezhout goude war dreuzoù Palez Odysseüs. Eno e varv ki kozh an haroz, Argos, goude m'en deus anavezet e vestr. Er sal vras ez eo degemeret Odysseüs, dic'hizet e klasker-bara, gant ar bleustrerien en un doare goapaus tra ma servij Telemac'hos kig dezhañ. [[Antinoos]], an den a zo en o fenn, a gunujenn Odysseüs hag e ro un taol touz dezhañ. Gouzañv a ra an haroz an taolioù hag ar goapadennoù en ur c'houlenn an aluzenn, en ur virviñ gant ar gounnar. Antinoos a daol dezhañ kement a c'houdrouzoù ken eo kavet fall e emzalc'h gant ar bleustrerien all, nec'het abalamour d'an doueed. Komz a ra Eumaios eus ar c'hlasker-bara da Benelope a ziviz komz gantañ. Odysseüs avat a laka anezhi da c'hortoz betek an noz, kuit da sachañ warnañ kasoni ar bleustrerien adarre. Hag Eumaios d'ar gêr.
;Kan XVIII
 
[[Restr:Lovis Corinth Odysseus im Kampf mit dem Bettler 1903.jpg|thumb|300px|Kann Odysseüs hag Iros, gant [[Lovis Corinth]], 1903]]
==== Kan XVIII ====
Erruout a ra Iros, ur c'hlasker-bara brudet eus Itaka, er palez. Pa wel Odysseüs dic'hizet e klasker-bara hag en e goazez war an treuzoù e krog d'e gunujenniñ. Antinoos hag ar bleustrerien a gav farsus an abadenn ken ez eo hag e prometont kalz kig d'an hini a ganno egile. Daoust d'ar pezh a soñjent ez eo trec'h Odysseüs. Unan eus ar bleustrerien, Amfinomos, a zeu d'ober e c'hourc'hemennoù da Odysseüs ha da ginnig bara dezhañ. Aliañ a ra an haroz dezhañ mont kuit eus ar palez kent distro ar roue, da reiñ ur chañs dezhañ da nompas bezañ lazhet gant ar re all, met Amfinomos a chom. Awenet gant Athena en em ziskouez Penelope d'ar bleustrerien, ha da Odysseüs. Rebech a ra d'ar bleustrerien o emzalcc'h gros, mes Antinoos, o komz en o anv dezhe-holl, a nac'h kuitaat ar palez ken n'he do asantet eurediñ unan anezhe. Melantho, unan eus merc'hed ar palez a du gant ar bleustrerien a gendalc'h da gunujenniñ Odysseüs, ha diouzhtu goude ez eo darbet da unan eus ar bleustrerien, [[Eurimac'hos]], gloazañ an haroz gant un tous. Echuiñ a ra ar banvez en un doare sioul a-walc'h memes tra.
[[Restr:Lovis Corinth Odysseus im Kampf mit dem Bettler 1903.jpg|thumb|right|300px|Kann Odysseüs hag Iros, gant [[Lovis Corinth]], 1903]]
;Kan XIX
Errout a ra Iros, ur c'hlasker-bara brudet eus Itaka, er palez. Pa wel Odysseüs dic'hizet e klasker-bara hag en e goazez war an treuzoù e krog d'e gunujenniñ. Antinoos hag ar bleustrerien a gav farsus an abadenn ken ez eo hag e prometont kalz kig d'an hini a ganno egile. Daoust d'ar pezh a soñjent ez eo trec'h Odysseüs. Unan eus ar bleustrerien, Amfinomos, a zeu d'ober e c'hourc'hemennoù da Odysseüs ha da ginnig bara dezhañ. Aliañ a ra an haroz dezhañ mont kuit eus ar palez kent distro ar roue, da reiñ ur chañs dezhañ da nompas bezañ lazhet gant ar re all, met Amfinomos a chom. Awenet gant Athena en em ziskouez Penelope d'ar bleustrerien, ha da Odysseüs. Rebech a ra d'ar bleustrerien o emzalcc'h gros, mes Antinoos, o komz en o anv dezhe-holl, a nac'h kuitaat ar palez ken n'he do asantet eurediñ unan anezhe. Melantho, unan eus merc'hed ar palez a du gant ar bleustrerien a gendalc'h da gunujenniñ Odysseüs, ha diouzhtu goude ez eo darbet da unan eus ar bleustrerien, [[Eurimac'hos]], gloazañ an haroz gant un tous. Echuiñ a ra ar banvez en un doare sioul a-walc'h memes tra.
 
==== kan XIX ====
 
[[Restr:Odysseus Penelope Louvre CA860.jpg|thumb|left|220px|[[Odysseüs]] dic'hizet e klasker-bara a amprou fealded e wreg [[Penelope]], 450 a-raok J.-K., [[Mirdi al Louvre]] (war-dro 860)]]
 
Odysseüs ha Telemac'hos a gemer an armoù a ginkle mogerioù ar palez hag o serr en ul lec'h suroc'h. Komz a ra an haroz gant [[Penelope]] da c'houde hep bezañ anavezet ganti. Displegañ a ra ar rouanez dezhañ ne gred ket e vefe marv Odyssseüs ha ne fell ket dezhi eurediñ adarre. Abalamour da se he deus argaset ar bleustrerien, dre reiñ da grediñ dezhe e wiade ul lienenn evit tad he den met ouzh he dizober bemnoz al labour graet e-doug an devezh. Diouzh e du e tisklêr Odysseüs ez eo sur e teuio ar roue en-dro ha, daoust ma talc'h d'e identelezh faos ha d'an istor en deus kontet da Eumaios c'hoazh, e ro un nebeud titouroù gwirion diwar-benn e zistro hag an amzer en deus tremenet e bro [[Faiakia]]iz. Mont a ra Penelope er-maez goude bezañ roet an urzh d'he mitizhien da walc'hiñ treid ar c'hlasker-bara ha da brientiñ ur gwele dezhañ. Asantiñ a ra Odysseüs gant ma vo graet gant [[Eurikleia]] gozh. Anavezout a ra ar vagerez ur gleizhenn war unan eus divhar Odysseüs e-keit ha m'emañ ouzh o gwalc'hiñ. Gloazet e oa bet e-doug e yaouankiz gant ur pemoc'h-gouez, e-keit ha ma oa o chaseal war ar [[menez Parnassos]] gant mibien Aotolikos. Strafuilhet eo Eurikleia pa gompren ez eo he roue, met Odysseüs a c'houlenn diganti tevel. Goude ar gwalc'h treid e ped penelope ar c'hlasker-bara faos da vont da gousket, met da gentañ e c'houlenn gantañ e ali diwar-benn un hunvre he deus graet : ur ragarouez nevez eus distro Odysseüs eo. Penelope a zisklêr goude e asanto dimeziñ gant an hini a vo barrek da stegnañ gwareg he fried ha da gas ur saezh a-dreuz toulloù daouzek bouc'hal a-steud, evel ma rae Odysseüs. An haroz a gav he soñj mat hag a lavar dezhi e tistroio roue Itaka a-raok ma teufe unan eus ar bleustrerien a-benn d'en ober. Mont a ra neuze an holl da gousket.
;Kan XX
 
==== Kan XX ====
 
 
Noziñ a ra met Odysseüs a chom dihun. Evezhiañ a ra ar mitizhien, ha gwelet ar re zo chomet feal hag ar re a ya da ebatal gant ar bleustrerien. Kounañ a ra e avanturioù tremenet da c'hortoz ar mare d'en em veñjiñ : « Pasianted, ma c'halon ! ». Anadiñ a ra Athena dirazañ ha lakaat anezhañ da chom kousket. Pa zihun Penelope en em ro d'ar glac'har. Odysseüs a glev he c'hlemmoù hag a c'houlenn gant zeus kas ur ragarouez mat dezhañ : kerkent e kouezh ar foueltr hag e klev ur vatezh o villigañ ar bleustrerien hag o pediñ evit e zistro.
 
arEr 41{{vet}} devezh, evit ar beure, da-geñver gouel [[Apollon]], e krog ar banvez en-dro. Erruout a ra Eumaios er palez. Dav eo addare da Odysseüs gouzañv kunujennoù ha goapadennoù. Eumaios hag Odysseüs en em gav gant ar paotr-saout Filoetios, chomet feal da Benelope, ha kendrec'het int gant an haroz da chom er palez, o c'hounit evel-se un harper ouzhpenn evit e emgann da zont. E-pad an amzer-se emañ ar bleustrerien o klask an doare da lazhañ Telemac'hos, met ur ragarouez fall a laka anezhe da zilezel o raktres hag ez eont da vanveziñ. E-pad ar pred, ar bleustrerien, na baouezont ket d'ober goap eus Odysseüs dic'hizet ha da wallgas anezhañ, a ziroll trumm da c'hoarzhin en un doare tost d'ar follentez, e-keit ha ma anad ragarouezioù fall niverus kaset gant Athena en-dro dezhe. Diougan a ra Teoklimenos o marv hag e kuita ar banvez dindan goapadennoù ar re all.
 
 
 
=== Kanoù XXI - XXIV : veñjañs Odysseüs ===
;Kan XXI
 
[[Restr:Mnesterophonia Louvre CA7124.jpg|thumb|400px|Lazhadeg ar bleustrerien gant [[Odysseüs]] ha [[Telemac'hos]], krater eus [[Campania]] gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., Mirdi Le Louvre (CA 7124)]]
==== Kan XXI ====
[[Restr:Mnesterophonia Louvre CA7124.jpg|thumb|right|400px|Lazhadeg ar bleustrerien gant [[Odysseüs]] ha [[Telemac'hos]], krater eus [[Campania]] gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., Mirdi Le Louvre (CA 7124)]]
 
Penelope a laka prientiñ gwareg ha saezhioù Odysseüs. Disklêriañ a ra d'ar bleustrerien he deus divizet dimeziñ d'an hini a vo barrek da stegnañ gwareg Odysseüs ha da kas e saezh a-dreuz daouzek houarn bouc'hal renket a-steud. Telemac'hos, fuloret, a fell dezhañ gounit ar gevezadenn e-unan da argas ar bleustrerien da vat. Klask a ra stegnañ ar wareg dre deir gwezh, met Odysseüs dic'hizet a ra sin dezhañ da ehanañ p'emañ war-nes dont a-benn. War e lerc'h e tremen ar bleustrerien an eil goude egile. Koulskoude hini ebet anezhe ne zeu a-benn da stegnañ ar wareg. E-keit-se ez a Odysseüs davet Eumaios ha Filoetios hag e tiskuilh dezhe piv eo, a-raok reiñ urzh dezhe da glozañ dorojoù ar sal. Hag eñ ha distreiñ da vete ar bleustrerien ha lavaret dezhe e fell dezhañ kemer perzh er gevezadenn. Antinoos a ra goap anezhañ, mes Penelope a lak anezhañ da devel hag a asant reiñ e chañs d'ar c'hlasker-bara. Telemac'hos a ro neuze dezhi an urzh da zistreiñ d'he c'hambr ha da lezel ar wazed o-unan, kuit ma welfe al lazhadeg. Odysseüs ha tapout peg er wareg, hag he stegnañ diboan, ha da gas ur saezh a-dreuz an houarnioù bouc'hal. Spouronet eo ar bleustrerien hag Odysseüs ha Telemac'hos a gemer o armoù.
;Kan XXII
 
==== Kan XXII ====
Odysseüs a gas e gentañ saezh a-dreuz gouzoug [[Antinoos]]. Diskuliañ a ra neuze d'an holl piv eo. Aspedet eo an haroz gant [[Eurimac'hos]] da lezel e vuhez dezhañ en eskemm donezonoù fonnus. Met lazhet eo d'e dro. Sevenet o deus ar bleustrerien an torfed a zivuzulded na c'hall ket bezañ pardonet. Odysseüs, gant skoazell e vab Telemac'hos, hini armoc'haer Eumaios hag eus ar mesaer givri [[Eufiletos]] a gastiz ar bleustrerien pep hini d'e dro. Espern a ra ar roue an aoiodos [[Femios]] hag unan eus servijerien ar palez diwar goulenn Telemac'hos. Dre an ober-se e laka kemm etre eñ hag [[Aigistos]]. [[Melantes]] zo tapet e-keit ha ma oa o klask degas armoù d'ar bleustrerien a chome. Spontus eo e gastiz : spazhet eo ha troc'hañ a reer outañ an izili, ha goude e taoler e zilerc'hioù d'ar chas. Goude an abadenn wadek-se, [[Eurikleia]] a ziskuilh an daouzeg matezh o deus traiset tiegezh ar roue. Krouget int gant Telemac'hos goude bezañ bet laket da walc'hiñ dilerc'hioù al lazhadeg.
;Kan XXIII
 
==== Kan XXIII ====
 
Da noz ez a Odysseüs davet Penelope he deus douetañs c'hoazh. A-du gant Telemac'hos e chom an haroz hep lâret ez eo marvet ar bleustrerien c'hoazh. Amprouet eo avat gant [[Penelope]] a gont gevier dezhañ diwar-benn o gwele dezho o-daou. Anavezout a ra anezhañ ervat pa zispleg dezhi doareoù ar gwele-se, savet war benn-skod ur wezenn.
Hag int ha mont da gousket ennañ.
 
 
Kalz arbennigourien a soñj dezhe ez echu ar varzhoneg wirion gant ar werzenn XXIII 296, a ra anv eus adkavidigezh an daou bried, hag eo bet staget tout ar pezh a heul ouzh ar meurgan da c'houde, evel evit kan X an ''[[Ilias]]''. Kalz a vern penaos e ouzomp e oa eno e oa diwezh an ''Odysseia'' hervez yezhadurourien Aleksandria, Aristofanes hag Aristarc'hos Samotraki. N'eo ket abalamour ma anavezent skouerennoù eus an ''Odysseia'' hag a echue gant ar werzenn-se met abalamour d'ur barnedigezh lennegel.
;Kan XXIV
 
==== Kan XXIV ====
 
[[Hermes]] a gas eneoù ar bleustrerien d'an ifernioù, an ''hades'', ha sed an eneoù all o komz eus ar c'heloù. Odysseüs a guita e balez gant e skoazellerien da vont davet e dad [[Laertes]], erru kozh, ha goude bezañ klasket tremen evit un estrañjour e ro dezhañ ur brouenn a ziskouez splann piv eo. D'ar c'houlz-se avat e red brud al lazhadeg en [[Itaka]] hag ul lodenn eus ar geodediz a gemer an armoù d'en em [[dial|zialañ]] daoust da ragarouezioù fall. Goude marv o fenn diwar zorn Laertes avat e tec'hont kuit hag [[Athena]] a c'hourc'hemenn d'an div gostezenn bevañ e [[peoc'h]] hiviziken.
 
== Framm ar varzhoneg en Henamzer ==
 
Rannet e oa an Odysseia e 24 c'han pell goude he savidigezh. Ne oa ket graet c'hoazh war ar [[papiruz]] koshañ eus an Odysseia, skrivet en III{{e}} kantved kent J.-K. Savet e oa ar framm-se gant skiantourien [[Aleksandria]] moarvat<ref>S.o. Digoradur Jean Bérard d'an embannadur Folio (1955), p.16.</ref>.
An displegoù kozh diwar-benn an oberenn, da lâret eo ar [[skoli]]où da [[Homeros]] ha displeg [[Eustatios]] dreist-holl, o deus titloù evit lodennoù an istor na glotont ket atav gant ar rannadur e kanoù, met kentoc'h gant pennadoù berroc'h pe da strolladoù darvoudoù. [[Victor Bérard]] en deus implijet an titloù-se da sevel e embannadur eus an ''Odysseia''.