Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 71:
 
[https://www.reseau-canope.fr/tes/produiou.php?pajenn=oberenn&id=282 Yezhadur (1989) Ti-Embann ar Skolioù].--[[Dibar:Degasadennoù/2.14.65.50|2.14.65.50]] 5 Gwe 2017 da 16:18 (UTC)
 
==RE : [[Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec#Poent yezhadur all|Poent yezhadur all]]==
:Salud deoc'h,
:Fazius da'm meno ivez eo <kbd>X. zo doue an...</kbd>, pa skrivfen ha lavarfen <kbd>X. eo doue an...</kbd> evit pouezañ war <kbd>X.</kbd> (rener), ha <kbd>Doue an... eo X.</kbd> evit pouezañ war <kbd>Doue an...</kbd> (renadenn). An abeg eo ez eo resis rener ar verb : <u>X.</u> ha n'eo ket Y., "Doue an... eo <u>X.</u>" ha n'eo ket Y kennebeut. Gwelit [[Yezhadur bras ar brezhoneg]]] F. Kervella, § 206, p. 137.
:Arabat eo lezel a-gostez unan eus reolennoù pouezusañ ar brezhoneg (da'm meno bepred) : e penn-kentañ al lavarenn e lakaer ar ger pouezusañ a zo enni. <kbd>An oabl zo glas</kbd> ≠ <kbd>Glas eo an oabl</kbd> : er skouer kentañ e pouezer war "An oabl" (an oabl eo a zo glas, n'eo ket ma daoulagad), en eil e pouezer war "Glas" (n'eo ket ruz). An holl ac'hanomp a vez tapet gwech pe wech e trap ar galleg, a laka ar pep pouezusañ e dibenn al lavarenn : ''"j'irai <u>demain</u>"'' = "Warc'hoazh ez in" (n'eo ket en deiz goude warc'hoazh), ≠ "Mont a rin warc'hoazh" (ne chomin ket er gêr da c'hortoz).
:A galon, — [[Implijer:Lagad Zoltec|Lagad Zoltec]] ([[Kaozeadenn Implijer:Lagad Zoltec|kaozeal]]) 5 Gwe 2017 da 19:28 (UTC)