Kalc'has : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Fresco Iphigeneia MAN Naples.jpg|thumb|300px|Kalc'has oc'h ober war-dro aberzhiñ [[Ifigeneia]] en ur murlivadur eus [[Pompeii]].]]
'''Kalc'has''' (Κάλχας / Kálkhas e [[henc'hresianeg]]), mab da [[Testor|Destor]], a oa un [[diougandiouganer]]er, bet gantañ e c'halloud a-berzh [[Apollon]] hervez mojennoù [[Henc'hres|Hellaz kozh]]. Eñ eo a alias [[Agamemnon]] da aberzhiñ e verc'h [[Ifigeneia]] d'an doueed da gaout avel vat digante da vont da vrezeliñ da [[Troia|Droia]].
 
==Mojenn==
Kent da arme tud Hellaz lestrañ etrezek [[Troia]] e tiouganas e vije ezhomm eus ar brezelour meur [[Ac'hilleüs]] hag e padje dek vloaz ar brezel. E-pad an dreizhadeg e tispleg da [[Agamemnon]] perak he deus [[Artemis]] dalc'het listri an Hellened en [[Aulis]], ha penaos he digounnariñ oc'h aberzhiñ e verc'h [[Ifigeneia]].
 
[[Mopsos, mab Manto]] hag [[Apollon]], a oa unan eus ar vrezelourien e brezel Troia, a oa diouganer ivez eveltañ, hag en ur genstrivadeg e voe trec'h war Kalc'has, en em lazhas dre ma oa bet mezhekaet.
 
[[Rummad: Ilias]]