Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Div wech an hevelep skeudenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Pseudo-Seneca BM GR1962.8-24.1.jpg|thumb|right|220px|« Pseudo-[[Seneca]] » : pell amzer e voe kredet e oa penn ar prederour stoikian roman, met gallout a rafe bezañ ur barzh kozh, Hesiodos marteze. Delwenn roman diwar batrom un delwenn [[hellenat]] ([[British Museum]])]]
 
'''Hesiodos''' (Ἡσίοδος, ''Hêsíodos'' e [[henc'hresianeg]], ''Hesiodus'' e [[latin]]) a oa ur [[barzh]] [[Hellaz|hellazathellaz]]at eus aran {{VIIIvet kantved a-raokkt JK}}. Ganet e vije Hesiodos en [[Askra]], ur vourc'hadenn eus [[Boiotia]].
 
== E vuhez ==
 
=== Ar fedoù ===
Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e ''[[TeogoniaTheogonia|DeogoniaDheogonia]]''.
 
E dad a deue eus [[Kyme]] en [[Aiolis]], ur vro eus [[Azia-Vihanañ]] entreetre [[Ionia]] ha [[Troas]]. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος / ''Pérsê, dĩos génos'' » (''Labourioù'', vgwrz. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.
 
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez [[Helikon]]. Eno e timezas gant ''Pykimede'', ha daou vab o doe: '''Hesiodos''' ha '''Perses'''.
 
Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (''Labourioù'', vgwrz. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos , prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.
 
Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]''.
 
== Al Labourioù hag an Deizioù ==
Linenn 23:
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.
 
Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aedesaoidos]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E [[C'halkis]] en [[EubeaEuboia]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[Amfidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez [[Helikon]].
 
Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud [[TespiaThespia]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e v-''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un [[orakl]], gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).
 
Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e [[Thespies]], [[OlimpiaOlympia]] ha war ar menez [[Helikon]].
 
Kanet e voe e varzhonegoù gant ar [[rapsoded]] ha brud brasvras a deuas dezho evel-se.
KalzigKalzik a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez
* [[Vergilius]] (en e ''[[Georgica]]''),
* [[Caton an Henañ]] (en e ''De agri cultura'')
Linenn 37:
=== Ar mojennoù ===
E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:
* an Ἀγών / ''Agốn'', pe ''Disput etre [[Homeros]] hahag Hesiodos'', kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh , e gregach;
* ''Buhez Hesiodos'', gant ar gramadegour bizantat [[YannIoannes TzétzèsTzetzes]] ;.
 
== Oberennoù ==
[[ImageRestr:Moreau,_Gustave_-_Hésiode_et_la_Muse_-_1891.jpg|thumb|right|200px|''Hesiodos hag ur [[Muzezed|Vuzenn]]'', gant [[Gustave Moreau]] ([[1891]]).]]
 
Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl ''[[TeogoniaTheogonia]]'' hag ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]] ''.
 
** ''[[Theogonia]]'' (Θεογονία}} / ''Theogonía'') a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini [[Ouranos]], hini [[Kronos]], hini [[Zeus]] a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar [[C'haos]].
 
* ''[[Al Labourioù hag an Deizioù]]'' (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / ''Erga kaì Hêmérai'') ;
 
* '' Skoed Herakles '' (Ἀσπὶς Ἡρακλέους}} / ''Aspìs Hêrakléous''), awenet gant deskrivadur skoed [[AkillesAc'hilleüs]] en ''[[Ilias]]''.
 
=== Oberennoù all lakaet war e gont ===
Linenn 59:
 
=== Levrlennadurezh ===
* {{fr}} [[Marcel Détienne]], « Crise agraire et attitude religieuse chez Hésiode », ''Revue d'études latines'', coll. « Latomus 68 » Bruxelles, 1963 ;
* {{en}} Richard Janko, ''Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction'', Cambridge University Press, 1982 {{ISBN|0521238692}} ;
* {{fr}} Marie-Christine Leclerc, ''La Parole chez Hésiode'', Les Belles Lettres, Paris, 1993 ;
* {{fr}} Paul Mazon, introduction à l'édition de ''Théogonie. Les Travaux et les Jours. Le Bouclier'' aux éditions des Belles Lettres, Paris, 2002 (1añ embannadur: 1928) ;
* {{STLB}} ;
* Jean-Pierre Vernant :
** {{fr}} ''Mythe et pensée chez les Grecs'', La Découverte, Paris, 1996,
** {{fr}} ''Mythe et société en Grèce antique'', Paris, 1974 (emb. kentañ).
 
 
== Liammoù diavaez ==
{{Commonscat|Hesiod|Hesiodes}}
* [http://remacle.org/bloodwolf/poetes/falc/hesiode/intro.htm Arnodskrid diwar-benn Hesiodes hag e oberennoù].