Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

1 okted ouzhpennet ,  4 bloaz zo
No edit summary
Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aoidos]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E [[C'halkis]] en [[Euboia]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[Amfidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez [[Helikon]].
 
Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud [[ThespiaThespiai]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e v-''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un [[orakl]], gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).
 
Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e [[ThespiesThespiai]], [[Olympia]] ha war menez [[Helikon]].
 
Kanet e voe e varzhonegoù gant ar [[rapsoded]] ha brud vras a deuas dezho evel-se.
2 276

edits