Trajedienn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "Un '''drajedienn''' zo un oberenn teatr a zo enni tudennoù lakaet e plegennoù diaes hag a c'hall echuiñ gant marv unan bennak anezho. Eus ar ger henc'hresianek ''τρ..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Un '''drajedienn''' zo un oberenn teatr a zo enni tudennoù lakaet e plegennoù diaes hag a c'hall echuiñ gant marv unan bennak anezho.
 
Eus ar ger [[henc'hresianek]] ''τραγῳδία'' (tragōidia) e teu ar ger "trajedienn", deut e brezhoneg dre ar galleg ha testeniekaet en hor yezh abaoe ar {{XIIvet kantved}}. Abaoe an Henamzer e vez savet ha c'hoariet trajediennoù. Enno e ren froudoù don mab-den. Gwechall e vezent skrivet e [[gwerzenn]]où hag an tudennoù enni a oa tud eus ar renkadoù uhelañ. Gant an trajediennoù e vez enaouet truez pe spont e kalon an arvesterien.
 
An trajediennoù koshañ en [[Henc'hres]], 2500 vloaz zo, ne chom nemet ul lodenn anezho, traoù savet gant [[Aesc'hulos]], [[Sofokles]] pe [[Euripides]] da skouer. A-hed istor mab-den ez eus bet kendalc'het da sevel trajediennoù : gant [[Shakespeare]], [[Lope de Vega]], [[Pierre Corneille]], [[Jean Racine]], ha [[Friedrich Schiller]] ha, nevesoc'h zo, [[Henrik Ibsen]], [[August Strindberg]], [[Arthur Miller]], [[Samuel Beckett]], [[Heiner Müller]] pe [[Joshua Oppenheimer]].
 
[[Rummad:C'hoariva]]