[[Skeudenn:Dirck_van_Baburen_-_Prometheus_Being_Chained_by_Vulcan_Rijksmuseum_SK-A-1606.jpg|thumb| ''[[Vulkan]] o chadennañ PrometheusPrometheüs'', livet e [[1623]] gant [[Dirck van Baburen]], eus [[Utrecht]] ([[Rijksmuseum]]).]]
'''PrometheusPrometheüs''' (''Προμηθεύς / Promêtheús'', da lavarout eo « ar rakwelour » e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa un [[Titan]], mab da [[Japet (Titan)|JapetIapetos]] ha da d-[[TemisThemis]] (pe [[KlimeneKlymene]] hervez oberourien 'zo), ha breur da [[Atlas (mitologiezh)|Atlas]], [[MenœtiosMenoitios]] hag [[EpimetheusEpimetheüs]].
Tad e oa da z-[[Deukalion]], en doa bet gant [[Pronoia]] (pe [[KlimeneKlymene]]).
Hervez un doare all eus ar vojenn e vije bet mab d'an doueez [[Hera]] ha d'he serc'h, ar [[Ramz]] [[EurimedonEurymedon (ramz)|Eurymedon]].
== Ar vojenn ==
[[Skeudenn:Creation Prometheus Louvre Ma445.jpg|thumb|left|280px|Krouidigezh Mab-den gant PrometheusPrometheüs (emañ [[AtenaAthena]] en tu-kleiz), [[izelvos]] [[marmor]], [[Italia]], {{IIIe kantved}}, [[mirdi al Louvre]].]]
Hervez ''[[TeogoniaTheogonia]]'' [[Hesiodos]] eo PrometheusPrometheüs a grouas an dud diwar un dornad pri <ref>Hervez [[Pausanias]] (X, 4, 4) e oa e [[Panope]] e [[Fokis]].</ref> hag a gelennas dezho ar goveliañ hag arzoù all. Laerezh a reas tan digant an doueed d'e reiñ d'an dud.