Aigeüs : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn ha reizhañ... |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
[[Skeudenn:Krater Warrior BM F158.jpg|thumb|right|280px|[[Theseüs]] o tegouezhout en [[Aten]] a zo saludet gant e dad. [[British Museum]].]]
'''Aigeüs''' (Αἰγεύς / Aigeús e [[henc'hresianeg]]), a oa mab da b-[[Pandion (mab Kekrops)|Pandion]] (mab da [[Kekrops|Gekrops]] ha roue [[Megara (kêr)|Megara]]) ha da b-[[
War-lerc'h marv o zad Pandion ez eas ar pevar breur da argadiñ kêr [[Aten]], a oa bet kaset o zad kuit anezhi. Pa voe kemeret kêr ganto e voe lakaet Aigeüs da roue dre ma oa ar breur henañ. Diwezhatoc'h ec'h aloubas douaroù e vreudeur Lykos ha Pallas, ma chomas mestr [[Attika]] hag [[Euboia]].
== Gwragez ha bugale ==
Dimeziñ a reas neuze gant [[Meta]], met [[gaonac'h]] e oa-hi, neuze e kasas anezhi kuit da eildimeziñ gant [[C'halkiope (merc'h Reksenor)|C'halkiope]].
Dre ma chome divugel c'hoazh ez eas da welout [[orakl]] [[Delfi]] a respontas dezhañ : « Arabat dit distagañ gouzoug da sac'h-gwin leun-tenn kent bezañ war uhelañ pazenn Aten. » War e hent d'ar gêr eus Delfi e reas un ehan e [[Troizen]], e ti e vignon ar roue [[Pittheüs]]. Hennezh a gomprenas ster an orakl, a roas gwin dezhañ, a vezvas anezhañ, a lakaas anezhañ e gwele e verc'h [[Aithra (merc'h Pittheüs)|Aithra]].
A-raok e zisparti da vont da Aten e c'houlennas Aigeüs digant
Mervel a reas Androgeos, ma lavaras Minos e oa Aigeüs a oa kiriek d'e varv. Brezel a savas, kemeret e voe Megara, a oa renet gant Nisos, lakaet seziz dirak kêr Aten, ha ken hir e padas ma varve an dud gant an naon. Ha tud Aten da ginnig d'ar roue Minos dibab pezh en devoa c'hoant da gaout ha mont kuit gantañ. Ha Minos goulenn ma vije kaset da Greta bep bloaz seizh paotr ha seizh plac'h yaouank da reiñ d'ar [[Minotaoros]] da zebriñ.
Deuet ar peoc'h en-dro, ha setu [[
[[Rummad:Rouaned Aten]]
|