Kirke : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Circe Offering the Cup to Odysseus.jpg|thumb|left|''Kirke o kinnig ur banne da [[Odysseüs]]'', gant [[John William Waterhouse]].]]
[[ImageRestr:Franz von Stuck Tilla Durieux als Circe.jpg|thumb|''Tilla Durieux evel Kirke'',<br>livadur gant [[Franz von Stuck]].]]
 
Un [[hudourez]] c'halloudus e oa '''Kirke''' (Κίρκη / ''Kírkê'' e [[gregach]]). Merc'h e oa da [[Helios]], an Heol, ha d'an [[Okeanidenn]] [[Perseis]]. C'hoar e oa da [[Aietes]] ha da b-[[Pasifae]], ha moereb eta da v-[[Medeia]], un hudourez veur all.
 
En Odysseia [[Homeros]] evel e ''[[Theogonia]]'' [[Hesiodos]] en he c'hinniger evel un doueez, hag e ''[[De natura deis]]'' [[Cicero]] memes tra.
 
== Ar vojenn==
Kaoz anezhi zo e kan X an [[Odysseia]] : o chom e oa en enez [[Aiaia]], en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleizi ha leoned hag a oa tud troet e loened. Eno e tegemeras [[Iason]] ha [[Medeia]], nizez dezhi (merc'h da [[Aietes]]), goude muntr [[Absyrtos]].
 
Hervez ar barzh [[Dionysos Miletos]] e oa Kirke merc'h da [[Aietes]] hag [[Hekate]], doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar [[Sarmated]], a voe kontammet ganti.
 
Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr ''[[Dionysiaka]]'', gant [[Nonnos Panopolis]], e oa mamm da [[Faunos]] ([[Faunus]] ar Romaned) a oa [[Poseidon]] e dad.
Linenn 15:
== Displegadur ha martezeadenn ==
 
[[ImageRestr:Snowdrop Galanthus elwesii.jpg|thumb|[[Treuz-erc'h]], marteze ar [[moly]].]]
 
Istorourien zo a soñj gante ec'h eo ur skeudenn an troadur e moc'h, pa oa kontammadur [[antikolinergik]]<ref>[http://www.ncbi.nlm.nih.gov/entrez/query.fcgi?cmd=Retrieve&db=pubmed&dopt=Abstract&list_uids=6342763&query_hl=1&itool=pubmed_DocSum Homer's moly identified as Galanthus nivalis L.: physiologic antidote to stramonium poisoning.]</ref>.
 
An azonoù eo : koll an eñvor ha gweledigezhioù.
 
Deskrivadur ar [[moly]] a glot gant an [[treuz-erc'h]], ur vleunienn ag ar vro. Diwarni e teu [[metabolitoù]] a ya a-enep al louzoù [[enepkolinergik]].