Teiresias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
=== Ar plac'h yaouank hag Apollon ===
 
Skrivet e oa stumm diwezhañ ar vojenn gant an eskob [[EustatiosEustathios Thessalonike]] en {{XIIvet kantved}} en e oberenn diwar-benn an ''[[Odysseia]]'' ma ra anv eus un istor kontet gant [[Sostratos]]. Er vojenn-se, a oa e orin en ur c'hlemmgan [[Marevezh hellenadek|hellenadek]], e vije bet Teiresias ur plac'h pa oa ganet. Pa oa plac'h yaouank e tedennas [[Apollon]], hag an doue, en eskemm eus he c'harantez, a gelennas ar sonerezh dezhi. Koulskoude, ur wezh deuet en oad, e roas Teiresias e sac'h da Apollon. Treuzfurmet e oa neuze e gwaz gant an doue a-benn ma vevfe d'he zro galloud an doue [[Eros]].
 
Adalek ar c'hentañ treuzfurmadur-se ha goude bezañ bet tredeogez an tabut a oa savet etre Zeus hag Hera diwar-benn ar blijadur bevet gant ar wazed hag ar maouezed, Teiresias ne vije ket tremenet nebeutoc'h eget c'hwec'h gwezh eus ur reizh d'eben.