Teiresias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 39:
Kavout a reer e trajediennoù eus Henc'hres pennadoù all eus buhez Teiresias. An holl avat a zeu eus ar prantad m'en deus an diouganer ur roll ofisiel e keoded [[Thebai]]. Ar c'hentañ darvoud danevellet a gaver e [[trajedienn]] [[Euripides]] anvet ''[[Ar Bakanted]]''. Danvez ar pezh-c'hoari zo anezhañ diazezadur feuls azeulerezh [[Dionysos]] e Thebai. Teiresias zo unan eus ar re nemeto a ya a-du gant an doue nevez<ref>Gwerzennoù 170-369 [http://remacle.org/bloodwolf/tragediens/euripide/bacchantes.htm]</ref>. Kontet eo an darvoud-se gant [[Nonnos Panopolis]] ivez en e ''Dionysiaka'' er {{Vvet kantved}} goude J.-K.<ref>Kan XLV, v. 52-218</ref>.
 
Anv a zo eus Teiresias ivez er pezh-c'hoari ''[[Oidipoüs roue]]'' savet gant [[Sofokles]]. Skoet eo bet Thebai gant ar vosenn, pevar rummad goude mare ''Ar Bakanted''. [[Kreon (TebaiThebai)|Kreon]], breur-kaer [[Oidipoüs]], a gas gantañ respont [[orakl]] [[Delfi]], a ziskuilh e ranker glanaat ar saotr taolet war ar geoded gant muntr ar roue kozh [[Laios]]. Goulenn a ra Oidipoüs gant Teiresias diskuliañ ar muntrer. Nac'hañ a ra an urusinour a-grenn respont da c'houlennoù ar roue avat. Sevel a ra un tabut taer etrezo a lako anezhañ da ziskuliañ, en un doare dieeun, orin gwirion saotr Thebai hag ar gourdrouzoù bras a c'hallfe skeiñ gant Oidipoüs<ref>297-462 [http://remacle.org/bloodwolf/tragediens/sophocle/index.htm]</ref>.
 
Danevellet eo heuliad an istor-se er pezh anvet ''[[Ar Fenikianezed]]'' a oa savet gant Euripides. Ur wezh kaset Oidipoüs diwar e dron, e vibien [[Eteokles]] ha [[Polyneikes]] a ziviz rannañ ar galloud etrezo, pep hini anezhe a reno war Thebai a bep eil e-pad bloaz. Mallozhet int bet gant Oidipoüs avat en deus gouestlet anezhe d'en em lazhañ an eil egile, abalamour m'o doa bac'het anezhañ er palez. Tarzhañ a ra an diemglev etreze kerkent hag ar bloavezh kentañ : Eteokles, un tirant, a nac'h rentañ an tron d'e vreur. Polyneikes, gant skoazell [[Brezel ar seizh penn|ar seizh penn]], a laka seziz war e geoded dezhañ. Gounit a ray tud Thebai ar brezel a-drugarez da ziouganoù Teiresias a zisplego e ranker aberzhiñ mab Kreon, [[Menoikeüs (Thebai)|Menoikeüs]] da gaout an trec'h<ref>''[[Ar Fenikianezed]]'' Gwerzennoù 834-959</ref>.
Linenn 46:
 
=== Marv Teiresias ===
Holl ar skrivagnerien zo a-du da lâret e varvas an diouganer pa oa kemeret TebaiThebai gant an [[Epigoned]], mibien ar [[Brezel ar seizh penn|seizh penn]] o doa kemeret perzh e kentañ seziz ar geoded. Hervez ar [[Pseudo-Apollodoros]]<ref>''BibliothèqueBibliotheke'', III, 84</ref> e vije tec'het an urusinour er-maez eus ar geoded gant antud DebaiizThebai a oa chomet bev, hag e oa chomet a-sav gante e-tal ar stivell [[Tilfoussa]]. Aet e vefevije an den kozh da anaon eno abalamour m'en doa evet dour yen eus ar stivell. Paosanias<ref>IX, 33, 1</ref> a zisklêr e oa serret an urusinour hag e verc'h [[Manto (TebiThebai)|Manto]], hag a oa chomet e diabarzh ar geoded, gant Argianed a zivizas kas anezhe da [[Delfi|Zelfi]], d'o c'hensakriñ da Apollon. Abalamour ma oa re oadet evit ober ar veaj-se e vije marvet TiresiasTeiresias e-kichen stivell [[Tilfoussa]]. Un arroudenn eus ar ''Melampodiezh'' savet gant ar [[Pseudo-Hesiodos]] a ro ar bedenn ziwezhañ a vije bet distaget gant an urusinour da Zeus. Anv a ra peurgetket eus e ouiziegezh hag eus e vuhez a-hed seizh remziad, ar pezh a gadarna an donezon lakaet war gont Athena gant Kallimac'hos KireneKyrene.
 
=== TiresiasTeiresias en Ifernioù ===
[[ImageRestr:Odysseus Tiresias Cdm Paris 422.jpg|thumb|left|280px|[[Odysseüs]] en ifernioù a c'houlennata spered Tiresias, [[Krater (lestr)|krater]] e stumm ur c'hloc'h eus [[Lucania]] savet gant liver Dolon, IV{{e}} kantved kent J.-K., kambr-studi ar medalennoù, [[Levraoueg vroadel Bro-C'hall]]]]
 
Ar pezh en deus skrivet Kallimac'hos en deus desket dimp en doa resevet Tiresias ar galloud dreistnaturel da viret e spered goude e varv. Abalamour da se ez eo lakaet da zont en-dro eus rouantelezh ar re varv gant [[Odysseüs]], en ''[[Odysseia]]'', rak e ziougan a oa an doare nemetañ, evit mab [[Laertes]], da c'hoût penaos distreiñ d'ar gêr. Diouzh alioù [[Kirke]] e kas Odysseüs da benn an [[evad-kinnig|evadoù-kinnig]] hag an aberzhioù ret da vont e darempred gant anaon ar re varv. Gwad an anevaled aberzhet a ver er foz a laka anaon ar re varv da zont eus an ifernioù da evañ anezhañ. Ret eo da Ene Tiresias evañ da gentañ rak mod all e vefe re niverus an anaon ha ne c'hallfe ket Odysseüs selaou e gomzoù. Kirke a ra anv anezhañ evel « an dall n'en deus kollet mann eus e spered »<ref>''Odysseia'', X, 492</ref>, e-skoaz an eneoù all zo sellet oute evel « pennoù dinerzh ar re varv »<ref>''Odysseia'', XI, 29</ref>. Tiresias zo deskrivet « o terc'hel gantañ en e zorn ur vazh aour »<ref>''Odysseia'', XI, 90</ref>, evel un arouez eus ar galloud en deus.