Kristen Noguès : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Liammoù diavaez: Lec'hienn Myspace
D Divanket un nebeud uioù-koukoug.
Linenn 1:
'''Kristen Noguès''' a oa un delennourez, ur ganerez, hag ur sonaozourez, bet ganet d'ar 14 a viz MeurzMeurzh 1952 e [[VersaillesVersailhez]], hag aet d'an Anaon e [[Brest]] d'ar 5 a viz Gouere 2007.<br />
 
E-pad he yaouankiz e oa Kristen Noguès o chom e rannvro [[Pariz]]. A-orin eus Breizh e oa he zud, he zad eus Bro-Wened, hag he mamm eus Bro-Dreger.
 
Desket he doa c'hoari gant an delenn gant [[Denise Mégevand]] hag a oa bet kelennerez [[Alan Stivell]].
 
E penn kentañ ar bloavezhioù 1960, e oa Kristen Noguès e-barzh [[Telenn Bleimor]], ur strollad telennourezed.
 
D'an oad a 21 bloaz, e tistroas Kristen da Vreizh. Desket e oa bet ganti sonioù ha gwerzioù hengounel ar vro, a-drugarez da [[Yann Poens]], hag e-keñver ar festoù-noz.
 
Eus 1973 betek 1980, e kemeras perzh Kristen Noguès en ti-kenlabourat [[Névénoé]], gant [[Patrik Ewen]] ha [[Gérard Delahaye]].
 
C'hoariet he deus gant un toullad arzourien : [[Jacques Pellen]], [[Jacky Molard]] ha [[Patrick Molard]], [[Didier Squiban]], [[Didier Lockwood]], [[Julos Beaucarne]], [[Erik Marchand]], [[Gildas Boclé]], [[Manu Lann-Huel]], [[Denez Prigent]], pe [[Yann-Fañch Kemener]].