Kalliope : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
[[Restr:Studiolo_di_belfiore,_calliope_di_cosm%C3%A8_tura,_national_gallery_di_londra.jpg|thumb| Kalliope, hervez [[Cosmè Tura]].]]
'''Kalliope''' (Καλλιόπη / ''Kalliópê'', « mouezh kaer » e [[henc'hresianeg|gregach]]) a oa merc'h da [[Zeus]] ha [[Mnemosyne]], hag ar goshañ ha furañ eus an teir [[muzenn]]. Muzenn ar varzhoniezh [[meurgan|veurganek]] hag an [[helavarded]] e oa Kalliope, ha hi an hini a roe an [[awen]] da [[Homeros]] pa savas an ''[[Ilias]]'' hag an ''[[Odysseia]]''.
 
==Mojenn==
Daou vab he doe: [[Orfeüs]] ha [[Linos]], pe gant an doue [[Apollon]], pe gant [[Oiagros]], roue [[Trakia]].
 
Barnerez e voe en tabut a voe etre [[Afrodite]] ha [[Persefone]] diwar-benn [[Adonis]].
 
Livet e vez evel ur plac'h meurdezus he neuz-dremm hag ur gurunenn aour war he fenn. Hervez [[Hesiodos]] e tiskouez homañ he renk e-touez ar muzezed arall. Gant garlantezioù eo-hi fichet. Ur drompilh a vez ganti en un dorn hag ur [[meurgan]] en egile.
[[Skeudenn:Calliope.jpg|thumb|left|250px|''Ar Muzezed [[Ourania ]] ha Kalliope'' (rann), gant [[Simon Vouet]] (e-tro [[1643]])]]
 
== Gwelet ivez ==