Athena : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 21:
Un doueez a zegas gwellaenn eo Athena e kêr Aten, ma'z eo azeulet abalamour m'he deus sikouret gwellaat an doareoù da labourat douar.
 
Hi an hini a ziskouez da [[Eric'hthonios]] penaos ober ur c'harr<ref>{{HomHym}}[[Homeros]], ''Himnoù'' (àda Aphrodite, 7-15)</ref>, ha da z-[[Danaos]], e [[Enez Rodos|Rodos]], penaos ijinañ ul lestr a 50 roeñv — e mojenn an [[Argonaoted]] ivez eo hi a ziskouez penaos sevel al lestr [[Argo]]. Gwarezerez an artizaned hag al labourerien eo, ha graet e vez ''Ἐργάνη'' / ''Erganê'', « al labourerez », anezhi.
 
Kement tra nezet ha gwriet zo dindan he gwarez, evel ma tiskouez mojenn [[Arac'hne]], troet e kevnidenn abalamour m'he devoa fougeet e neze gwelloc'h eget an doueez. Alies e vez kaoz anezhi gant gwerzhid pe karr-nezañ<ref>[[Publius Vergilius Maro|Vergilius]] ''Georgica'' (IV, 246-247) hag [[Ovidius]], ''Metamorfozoù'' (VI, 5-145).</ref>.