Holloueziadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26:
En [[Henamzer]] e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù [[Aristoteles]] ha [[Demokritos]] a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman [[Plinius kozh]], er {{Iañ kantved}}, en deus savet un "Istor naturel" (''Naturalis historia'') a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus [[fed]]où gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel [[mammenn]] an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h.
 
En {{IIIe kantved}} e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv ''Melezour an Impalaer''. An holloueziadurioù e [[Sina]] a oa un harp evit ar studierien en o [[arnodenn]]où. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar ''Statudoù Ledan'' da skouer a voe savet da gentañ gant [[Du Yu]] en [[801]] hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an [[{{XXvet kantved]]}}.
 
[[Cheng Zu]], an [[impalaer]] eus [[Sina]] eus rummad ar roueed [[Ming]] a lakaas sevel an holloueziadur ''Yongle'', an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh [[1408]] hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho.<br />
Linenn 33:
 
[[Restr:Ad Encyclopaedia-Britannica 05-1913.jpg|thumb|300px|right|Bruderezh evit an [[Encyclopaedia Britannica]] ([[1913]])]]
Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz [[John Harris]] e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E [[1704]] e teuas er-maez e ''Lexicon technicum''. E dibenn an [[{{XVIIIvet kantved]]}} e teuas er-maez an ''[[Encyclopaedia Britannica]]'', e stumm teir levrenn embannet etre [[1768]] ha [[1771]]. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e [[Bro-C'hall]] an ''[[Encyclopédie ou dictionnaireDictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers|Encyclopédie]]'' gant [[Denis Diderot|Diderot]]. E [[1772]] e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant [[Voltaire]], [[Jean-Jacques Rousseau|Rousseau]], [[d'Alembert]] ha [[Montesquieu]], kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an [[Iliz katolik]] ha gant lez ar Roue e voe gwelet [[Encyclopédie ou dictionnaireDictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers|Encyclopédie]] [[Denis Diderot|Diderot]] evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en [[Alamagn]] holloueziadur [[Brockhaus]].
 
== Ha bremañ ==