Rode : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Rode''' pe '''Rodos''' (Ῥόδη / Rhódê pe Ῥόδος / Rhódos, e [[Henc'hresianeg|gregach]] « rozenn»), zo unan eus doueezed ar mor e mojennoù [[Henc'hres|Hellaz Kozh]], stag hec'h anv ouzh [[enez Rodos]].
 
==Mojenn==
Merc'h eo da [[Poseidon|Boseidon]], hogen diasur eo anv ar vamm, a gemm hervez an oberourien: pe [[Amfitrite]], pe [[Afrodite]], pe [[Halia]]. Pried eo da [[Helios]], doue meur Rodos.
 
Hervez [[Pindaros]] he deus bet « seizh mab, seizh lezenner kentañ an dud kentañ en enez. Unan anezho a engehentas Ialysos, ha goude Kameiros ha Lindos». Setu anv ar seizh mab-se hervez [[Diodoros Sikilia]] : Oc'himos, Kerkafos — tad Ialysos hag e vreudeur —, Makareüs, Aktis, Tenages, Triopas, Kandalos, hag ur verc'h a voe ivez, [[Elektryone]].
 
Hervez ur vojenn all e vefe Rode ur verc'h da Asopos, ha pevar bugel he doe digant [[Helios]] : [[Faethon]], [[Aigle]], [[Lampetia]] ha Faethousa. E mojenn Faethon e tenn he ferzh da hini [[Klymene]] hervez [[Ovidius]].