Ares : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olimpian ar [[brezel]] e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad<ref><small>. Diskouezet e vez alies evel un doue un tamm digalon kentoc'h evit ur soudard kalonek. Chom a ra ra amjestr ar skridoù diwar e benn alies, evel en enskrivadur kañv eus diwezh ar {{VIvet kantved}} da-heul : "Chomit a-sav ha gouelit dirak bez Kroisos/ a oa distrujet un deiz gant Ares e fulor, pa oa oc'h en em gannañ er c'hentañ linennoù" (Aten, NM 3851) meneget e levr Andrew Stewart, ''One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works'', Digoradur : I. "The Sources"</small></ref>. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ.
 
Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud [[Henc'hres]], douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù. Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav<ref><small>"Deoc'h an hini am eus ar muiañ a gaz e-touez doueed Olympos," eme [[Zeus]] dezhañ en ''[[Ilias]]'' ( 5.890); "Da viken oc'h douget d'ar stourm, d'ar brezel ha d'al lazherezh".</small></ref>. Lezc'hoar speredek Ares, [[Athena]], a veze sellet outi ivez evel ununan doueez eus doueezed ar brezel, met tachenn Athena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an [[Traked|Draked]] [[barbared|varbar]] ha brezelekaus (''[[Ilias]]'' 13.301; [[Ovidius]], ''[[Ars Amatoria]]'', II.10). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant [[Afrodite]]<ref><small>[[Homeros]] ''[[Odysseia]]'' VIII. 361; Diwar Ares/Meurzh ha Trakia, sellet ouzh [[Ovidius]]. ''[[Ars Amatoria]]'' Levrenn II. Lodenn XI.585, a zanevell ar memes mojenn : "o c'horfoù hualet zo, gant poan, dieubet, war o goulenn, A [[Neptun]] : Gwener a red da [[Pafos|Bafos]]: tec'hout a ra Meurzh da Drakia."; Diwar Ares/Meuzh ha Trakia, sellet ivez ouzh [[Statius]], ''Tebaid'' VII. 42; [[Herodotos]] IV. 59, 62.</small></ref>.
 
Sellout a rae ar [[Romaned]] outañ evel ouzh ur stumm eus an doue [[Meurzh (doue)|Meurzh]], doue [[Mitologiezh roman|roman]] ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh [[Athena]]).
Linenn 14:
 
E Sparta e oa un delwenn eus an doue chadennet, evit diskouez e oa arabat da spered ar brezel hag ar viktor kuitaat ar [[keoded|geoded]]. Gouzout a reer ivez e oa un templ e [[Lakonia]]gant ur c'hoad sakr ma veze lidet ur gouel bep bloaz a oa difennet ouzh ar merc'hed tostaat dezhañ <ref><small>Pausanias III.22.6.</small></ref>. E [[Sparta]] ivez, Aberzh ktonek ur c'hi da [[Enialios]] e-doug an noz a zeuas da vezañ hevelebekaet ouzh kehelerezh Ares.
 
 
[[templ gresian|Templ]] Ares a weled en [[agora]] [[Aten]] da vare [[Paosanias (douaroniour)|Paosanias]], en IIved kantved goude J.-K. a oa bet gouestlet dezhañ da vare an impalaer [[Aogust]]; e gwirionez e oa un [[templ Roman|templ]] Roman da [[Meurzh|Veurzh]].