Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45:
Goude o diviz e kinnig Nestor d'e ostizien tremen an noz en e balez. Asantiñ a ra Telemac'hos, Athena-Mentor avat a zistro d'al lestr. Antronoz vintin e kinnig Nestor un aberzh da Athena. Emañ Telemac'hos en e gichen, hag Athena ivez, bepred dindan neuz Mentor. Goude an aberzh hag ar pred, Telemac'hos, ambrouget gant Pisistratos, a ya gant an hent etrezek Sparta.
;Kan IV
Da guzh-heol e tegouezh Telemac'hos e [[Sparta]] ha degemeret eo eno gant [[Menelaos]] hag [[Elen a Gerdroia|Helene vrav]]. Bamet eo Telemac'hos da gaerded palez Menelaos. Hemañ a zanevell an avanturioù hag ar poanioù en deus gouzañvet da zastum ar pinvidigezhioù a weler eno. Kontañ a ra [[Brezel Troia]] ha penaos eo dianadet Odysseüs. [[Elen a Gerdroia|Helene Troia]], a verz strafuilh Telemac'hos, en anavout a ra dre ma taol da Odysseüs a-raok ma lârfe an ostizien o anv. Helene a ginnig d'an daou zen yaouank un evaj, ennañ un dramm distignus, ha da c'houde e tanevell gant Menelaos degouezhioù ma tiskouezas Odysseüs e finesa. Antronoz vintin (Ar c'hwec'hvet devezh abaoe deroù an istor), Menelaos a zeskriv e zistro eus [[Troia]] hag an avanturioù a gasas anezhañ da Egipt, e lec'h ma c'houlennatas [[ProteusProteüs (mitologiezh)|ProteusProteüs]], « den kozh ar mor », goude bezañ tapet anezhañ dre finesa ha gant skoazell a-berzh unan eus merc'hed ProteusProteüs, [[Idotea]]. Evel se eo e teuas Menelaos a-benn da guitaat Egipt, ma oa dalc'het gant avelioù enep abaoe pell. Evel se ivez e teskas tonkad an harozed all eus Brezel Troia, ha dreist-holl marv e vreur [[Agamemnon]]. Menelaos a lâr e oa disklêriet dezhañ gant ProteusProteüs e veve Odysseüs prizoniet en un enezenn. Pediñ a ra Telemac'hos da chom un nebeud devezhioù met hennezh a nac'h e ginnig, daoust ma chomo pelloc'h e Sparta. E-keit-se, en [[Itaka]], e tesk ar bleustrerien e aet Telemac'hos kuit da glask e dad ha divizout a reont stignañ ur griped dezhañ.
 
=== Kanoù V - VIII : Odysseüs a zegouezh e rouantelezh ar Faiakiaiz ===
;Kan V