Marc'h Troia : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Politikerezh envel ofisiel Wikipedia Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Restr:The Procession of the Trojan Horse in Troy by Giovanni Domenico Tiepolo.jpg|thumb|right|300px|''Ambrougadeg ar marc'h e Troia'', gant [[Giambattista Tiepolo|Tiepolo]].]]
[[Restr:Trojan horse Çanakkale.jpg|thumb|180px|Marc'h implijet er film ''[[Troy (film 2004)|Troia]]'' ([[2004]]).]]
 
 
Istor '''marc'h Troia''' zo unan eus ar re vrudetañ eus [[Brezel Troia]], danevellet er [[meurgan]] [[latin]] anvet an ''[[Aeneis]]'', gant ar barzh roman [[Virgilius]], hag ivez gant [[DionisiosDionysios HalicarnassosHalikarnassos|DionisiosDionysios]] , ar [[Pseudo-Apollodoros]] ha [[Kointos Smyrnaeos‎]]. <br />
 
C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an ''[[Ilias]]'', savet gant [[Homeros]] hag a-raok e ''[[Odysseia]]''. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an [[Akeaned]] da gemer [[Troia]] ha d'he distrujañ.
 
Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol [[marc'h]] prenn goullo diwar intrudu [[Odysseüs]], ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme [[Agamemnon]], distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.
 
En hengoun [[Henc'hres]] e veze graet Δούρειος Ἵππος, ''Doúreios Híppos'', ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.
 
== An istor el lennegezh ==
Hervez [[Kointos Smyrnaeos]] e soñjas [[Odysseüs]] sevel ur pikol marc'h (arouez Troia), e koad, da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh [[Epeios]] e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odysseüs e ranke chom un den er-maez eus al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o defedije lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet [[Sinon]] a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : Dontdont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an [[Akeaned]]. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez [[AtenaAthena]] abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.
 
[[Restr:RomanVirgilFolio101r.jpg|thumb|250px|Sinon zo degaset da BriamBriamos, folio 101r eus ar ''[[Vergilius Romanus]]'']]
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg [[Laokoon]] a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "[[Timeo Danaos et dona ferentes]]" (Aon am eus rak an [[Danaed]] memes ar re a zegas profoù).<ref>Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις [http://www.poetryintranslation.com/PITBR/Latin/VirgilAeneidII.htm#_Toc536009311 Virgil:Aeneid II Aeneis II]</ref>. Met an doue [[Poseidon]] a gasas div naer -vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vefevije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez ''[[BibliotekeBibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]] e oa kaset an div naer gant [[Apollon]] abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue<ref>''[[BibliotekeBibliotheke]]'' ar [[Pseudo-Apollodoros]], ''[http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0022%3Atext%3DEpitome%3Abook%3DE%3Achapter%3D5%3Asection%3D18 Epit. E.5.18 Epitome]''</ref> [[Elen a Gerdroia|Elena Troia]] a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da [[Antiklos]] respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn.<ref>[[Homeros]], ''Odysseia'', [http://www.perseus.tufts.edu/hopper/text?doc=Perseus%3Atext%3A1999.01.0136%3Abook%3D4%3Acard%3D265 4. pp 274-289].</ref>. Merc'h ar [[Priam|roue PriamPriamos]], [[KasandraKassandra]], diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat.<ref>[[Virgilius]], an ''[[Aeneis]].'' troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.</ref>.
 
== Mammennoù ==
 
== Notennoù ==
{{reflistDaveoù}}
 
[[Rummad:Brezel Troia]]
2 276

kemm