Aerope : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
 
===Kreta===
He zad Katreüs a oa bet diouganet dezhañ e kollfe e vuhez abalamour da unan eus e vugale. Ur c'hoar all dezho, [[Apemosyne]], hag he breur [[Althemenes]], o doa klevet anv eus an [[diougan]], hag o doa kuitaet Kreta da vont da [[Enez Rodos|Rodos]].
 
Un deiz e kavas Aerope en ur gwele gant ur sklav, ma roas Aerope, hag he c'hoar [[Klymene]] war un dro, da [[Naoplios]], a oa da veuziñ anezho, pe d'o gwerzhañ en estrenvro. A-benn ar fin ne voe ket lazhet Aerope, ha dimeziñ a reas da Atreus[[Atreüs]], mab da Belops, roue MycenaeMykenai; hervez Euripides e timezas da b-Pleisthenes.
 
===MikenaiMykenai===
Roet e oa Aerope gant Naoplios en eured da [[Atreüs]], pe da b-[[Pleisthenes]], mab Atreüs, ha genel a reas [[Agamemnon]] ha [[Menelaos]]<ref>''[[Bibliotheke]]'' 3. 2. § 1, &c.</ref><ref>[[Maurus Servius Honoratus|Servius]] en ''[[Aeneis]]'', 1. 458.</ref><ref>[[Dictys Cretensis]] 1. 1.</ref>. Hervez ar vojenn, ma oa Pleisthenes a oa tad Agamemnon ha Menelaos, Aerope a euredas Atreüs goude e varv, hag he daou vab, a oa maget gantañ. Sellet e vez oute evel mibien Atreüs.
 
Aerope, avat a oa desevet gant [[Thyestes]]<ref>[[Euripides]], ''[[Orestes (c'hoariva)|Orestes]] 5, &c.</ref><ref>[[Euripides]], ''[[Elena (c'hoariva)|Elena]]'' 397.</ref><ref>[[Caius Julius Hyginus|Hyginus]], ''Fabulae'' 87.</ref><ref>[[Scholia]] diwar-benn [[Homeros]]. ''[[Ilias]]''. 2. 249.</ref><ref>[[Maurus Servius Honoratus|Servius]], diwar-benn ''[[Aeneis]]'' 9. 262.</ref>.
 
Prometet en doa he fried Atreüs aberzhiñ e wellañ [[oan]] da [[Artemis]]. Nemet pa gavas un oan aour e kavas gwell e virout, ha terriñ e bromesa: reiñ a reas al loen da Aerope da guzhat.
 
Aerope ne veze ket feal d'he fried, ha kousket a rae gant he breur-kaer [[Thyestes]]. Reiñ a reas an oan dezhañ. Atreüs en doa asantet da ginnig Thyestes e teuje roue [[Mykenai]] an hini a oa an oan aour en e gerzh. Evel se e teuas Thyestes da vezañ roue<ref>[[Apollodoros]], ''Bibliotheke'', [[Epitome]] d'al levrenn 4, 2. 10</ref>.