Olympe de Gouges : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 35 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q206972
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 25:
 
Kenderc'hel a reas da stourm enep kement anatadenn a gave direizh e-keñver gwirioù mab-den : sevel a reas enep dibennadur ar roue [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Louis XVI]] abalamour ma 'z enebe-hi ouzh [[kastiz ar marv]] hag ivez abalamour ma oa gwell dezhi ur roue gwan eget ur roue harluet oc'h itrikañ da derriñ an Dispac'h. A-feur ma teue an Dispac'h taeroc'h-taerañ e voe heñvel gant skridoù Olympe de Gouges.
[[Restr:Olympe de Gouges.jpg|vignette|Poltred Olympe de Gouges e 1793, aozour dianav.]]
 
D'an [[10 a viz Meurzh]] [[1793]] e voe staliet Lez-varn an Dispac'h. D'ar 29 a viz Meurzh e voe kemennet kastiz ar marv evit kement den a ginnigje ur rezhiad politikel estreget ar [[Republik]] dirannus, hep na c'hallje ober galv d'al Lez-varn nevez.br />
D'an 2 a viz Even 1793 e voe harzet mignoned Olympe de Gouges, [[Gironde|Girondiz]] anezho a stourme enep [[Jakobinegezh|Jakobined]] [[Maximilien de Robespierre]] — d'ar 4 a viz Even e skrivas Olympe de Gouges : ''J'avais tout prévu, je sais que ma mort est inévitable.'' <ref name="Paul" />
[[Restr:Olympe gouges.jpg|thumb|Arv Olympe de gouges.]]
 
Pelloc'h e tivizas ar gouarnamant aotren ar mouezhiadegoù-pobl, kement-se en abeg d'ar ronkadeg a oa o sevel er vro abalamour da unveliezh ar Jakobined. Tennañ splet eus al lezenn nevez a reas Olympe de Gouges evit embann ''Les trois urnes, ou le salut de la Patrie, par un Voyageur Aérien'', ur skrid ma c'houlenne ma vije aozet ur vouezhiadeg-pobl a-benn dibab etre ur republik dirannus, unan gevredel hag un [[Monarkiezh vonreizhel|unpenniezh vonreizhel]]. D'ar Sadorn 20 a viz Gouere 1793, pa oa gant he mouller o pegañ skritell-vrudañ ar skrid war moger ti-kêr Pariz, e voe flatret d'an archerien ha harzet war an tach.