Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Patrom Babel
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
{{Babel|br-43|fr|en-3|de-2|pt-1}}
Peogwir oc'h deuet betek amañ e rankan n'em ziskoachañ un disterañ.
 
A-raok din kemer perzh er raktres-mañ em eus intentet eus treiñ en hor yezh meziantoù, frank peurliesañ (sed ur chanter ha n'eo ket echu, pell achann !). A-drugarez da helavarded izili koshañ br.wikipedia.org em eus meizet ar chañs m'eo deomp, tud kar-hor-yezh ha mennet d'ober dezhi mont war-raok, pa c'hellomp sevel an holloueziadur a fazie d'hor skolajidi ha liseidi pergen (ha na vije morse bet, panavet ar Genrouedad). Peogwir 'm eus bet tapet un tamm deskamant em yaouankiz (hag e talc'han d'en ober mawar ma fouezig, dre forzh lenn) koulz eo din e rannañ gant ma c'henvroiz yaouank pe yaouankoc'h, petra bennak m'eo berr an amzer vak ganin.
 
Dedennet on gant tachennoù ken liesseurt hag an armerzh, an istor, ar politikerezh, ar sindikadelezh (pe c'hweluniaderezh), ar sonerezh, ar stlenneg, teknikoù ar c'hehentiñ...