Édouard Leclerc : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
Goude e studioù e bodad studi [[Beleien Sacré-Cœur Jésus]] e tivizas kemer perzh en ur raktres sokial ha mont a reas da [[Brest|Vrest]] da labourat e ti un treborzhier. Dizoloiñ a reas stankadennoù ar c'henwerzh goude an [[Eil brezel-bed]], an niver bras a hanterourien hag ar marzioù hag a veze o vec'hiañ priz ar produioù.
 
Se zo kaoz, e miz Kerzu 1949 e krouas Edouard Leclerc ar « c’helc’hiad berr » da lâret eo mont d’ar produour d’ar prener war-eeun en ur sevel e Landerne, ur stal vihan tout gant gwastilli graet gant ur produour eus Pondi hag e oant etre 25 ha 30 % marc’hadmatoc’h eget er stalioù all . Adalek 1955 e oa stalioù gant ar memes doare da ober o tigeriñ e Breizh .
 
E miz Gwengolo 1958, en doa savet ur stal nevez e Grenoble, un dra diaes peogwir e oa ret adsevel ur rouedad produourien hag e oa Leclerc o vevañ pell alese . Ar chadenn stalioù E.Leclerc he doa kresket bras . Ha goude bezañ difennet e-pad pell ar stalioù bihan Edouard Leclerc en doa kroget gant ar stalioù bras tre . Er bloavezioù 1970 e oa krog da werzhañ esañs, levrioù, produioù an apotikerien, c’hwezh vat, bravigoù e aour, beajoù… Dreist-holl oa gant an esañs o doa graet kalz a verzh .
E-pad ar bloavezhioù 1990, klasket oa bet gant an embregerezh E.Leclerc mont da vroioù estrennestren. Er Stadoù-Unanet n’en doa ket kerzhet . Met e 1995 oa bet digoret stalioù e PolonaPolonia, Spagn, Italia ha Portugal. E 2005 en doa roet an embregerezh E.Leclerc an embregerezh d’e vab Michel-Edouard Leclerc.
 
E-keit e oa war e leve Edouard Leclerc oa o chom e maner « La Haye » e Sant-Divi, e-kichen Landerne, 'lec’h ma varvas d’ar 17 a viz Gwengolo 2012.