Io (mitologiezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1642058 a-berzh 95.76.79.159 (kaozeal)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Correggio_028c.jpg|thumb|200px|right|''Io ha Zeus'', gant [[Antonio da Correggio]].]]
[[Skeudenn:Figino.jpg|thumb|right|280px| ''[[Yaou]] ha Io'', gant [[Ambrogio Figino]].]]
 
Linenn 5:
 
==Mojennoù==
[[Belegez]] e oa e templ [[Hera]] en [[Argos (keodedkêr)|Argos]], ha Zeus a daolas evezh outi ha ne voe ket pell o vont da greskiñ bagad e serc’hed niverus. Alies ez ae an doue d’he gwelout, gantañ tres ur goumoulenn. Ken ec’h erruas an deiz ma voe darbet dezho bezañ tapet a-greiz o c’hoarioù gant [[Hera]], e wreg. Ha Zeus da dreiñ Io en annoar, unan wenn vrav, evit mirout ouzh ar [[chabouz]]. Tapet Hera ha ne welas mann, met diskred a oa ganti memes tra, ken e c’houlennas al loen evel prof. Gouzout a ouie troioù he [[gwaz]] abaoe an amzer. Pa voe aet an annoar goant gant Hera e talc’has Zeus da vont da welout anezhi e kuzh, troet en un tarv. Hera neuze a roas al loen da ziwall da [[Argos Panoptes]] (« an hini a wel pep tra ») [[ramz]] e gant lagad, evit he diwall diouzh Zeus.
 
Goulenn a reas Zeus ouzh e vab [[Hermes]] mont da lazhañ Argos. Mont a reas ar [[mab]] sentus da gontañ istorioù ken borodus, ouzh son an delenn, ken e vanas kousket ramz e gant lagad. Ha Hermes ha dibennañ ar paourkaezh den. Evit enoriñ he servijer feal, petra a reas Hera, nemet tapout e gant lagad d'o lakaat war lost he labous muiañ karet, ar [[paun]].
 
Evit kas an dorzh d'ar gêr e reas d'ur [[moui|vouienn]] mont da flemmañ Io dizehan. Neuze, gant ar boan hag ar gonnargounnar, e tec'has-hi hag e redas broioù e-leizh. E-pad he zec'hadenn en em gavas gant [[PrometeüsPrometheüs]] a oa chadennet ouzh ar Menez [[Kaokaz]], hag a lavaras dezhi e teuje da vaouez en-dro un deiz bennaket hag e vije gourvamm un haroz meur, [[Herakles]], hag a deuje diwezhatoc'h d'e zichadennañ eus ar menez.
 
Hec'h anv he deus roet da [[Mor Ionia|Vor Ioania]] ha da strizh-douar ar [[Bosfor]] (''Roudour ar vuoc'h''). A-benn ar fin setu-hi degouezhet en Egipt, ha Zeus a droas anezhi e maouez en-dro, hag eno e c'hanas o mab [[Epafos]]. Hi an hini a skignas en he bro nevez kehelerezh [[Demeter]], anvet «Isis» ganti. Se zo kaoz e vez hevelebekaet ouzh Isis pe Hathor, hag he mab Epafos ouzh Apis.
Linenn 15:
==Lennadurezh==
*{{fr}} ''Robert Graves, Les Mythes grecs, Librairie Générale Française, La Pochothèque, 2002, ISBN : 2253130303
 
{{Commons|Io (mythology)|Io}}