Armel Le Sec'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ganet eo Armel ar Sec'h-Keraod, Armelle le Sec'h-Keraod en ti-kêr,e miz kerzu [[1941]]. He zad, hag a oa e Resistañz an hent-houarn er mare-se, a zeske dezhi brezhoneg bemdez.
Mont a rae da [[Ger-Vreizh|Kervreiz]], e–kreiz [[Montparnasse]], ur c'harter eus [[Pariz]], evit heuilh ur gentel vrezhoneg bep yaou.
Er mare-se, 1946, e vode he zad Perig Keraod hag he mamm Lizig tud yaouank da grouiñ « Urzh Skouted Bleimor ». Armel hag he c’hoar Gwen, 17 miz yaouankoc’h, a yae da heul e pep lec’h : emvodoù, oferennoù e brezhoneg, dibennoù-sizhun, kampoù, hag all...