'''Leonidas''' ([[henc'hresianekhresianeg]]: ''Λεωνίδας'', "Mab leon", "Heñvel ouzh ul leon") a oa ur roue eus [[Sparta]], ar seitekvet eus lignez an [[Agiaded]], unan eus mibien [[Anaksandridas II]], roue Sparta, a embanne e tiskenne e lignez eus [[Herakles]]. Pignat a reas war an tron goude e lezvreur [[Kleomenes Iañ]], e [[-489|489 kent J.K.]] moarvat pe e [[-488|488]]. Eurediñ a reas merc'h Kleomenes, [[Gorgo (Sparta)|Gorgo]]. Da-heul emgann an [[Termopiloù]] e teuas da vezañ un haroz brudet betek hon amzer.