Leto : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Tityos Leto Louvre G42.jpg|thumb|right|300px| Leto skrapet gant Tityos : Apollon (en dorn kleiz), e wareg hag e glaouier gantañ, a glask mirout ouzh Tityos hag [[Artemis]], ur wareg hag ur saezh ganti, a zo war-hent. Dremm a-raok un [[amforenn]] [[attekAttika|atikat]] dremmoù ruz, war-dro 515 kent JK. [[Mirdi al Louvre]].]]
'''Leto''' (Λητώ / ''Lêtố'' e [[henc'hresianeg|gregach]]), anavezet eo evel '''Latona''' gant ar Romaned, a oa un doueez eus [[Henc'hres|Hellaz kozh]], a ouenn an [[Titaned|Ditaned]], a voe [[brazezañ|brazezet]] gant [[Zeus]] hag a c'hanas ar c'hevelled [[Artemis]] ([[Diana (doueez)|Diana]] e Roma) hag [[Apollon]].
 
Gouez da [[Hesiodos]] e oa merc'h d'an [[Titaned|Titan]] [[Koios]] ha d'e c'hoar [[Foibe]].
 
==Mojennoù==
Meur a vojenn zo diwar he fenn.
*Hervez unan eus ar [[Meulganoù Homerek]] e oa [[pried]] Zeus a-raok dezhañ dimeziñ da [[Hera]].
 
===Heskinerezh ha gwilioud===
Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa [[serc'h]] da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant [[Hera]], he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer [[Python (aerouant)|Python]] war-lerc'h ar paourkaezh plac'h.
 
A-benn ar fin e kavas [[Ortigia]] (pe [[Asteria]], diwar anv he c'hoar), un enezenn didud, a neuie war ar mor, kaset-digaset gantañ, ha ne oa ket dindan [[mallozh]] Hera eta peogwir ne oa stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe [[Delos]] (Δῆλος / ''Dễlos'' e gregach, « splann, hewel »).
 
Nav devezh-pad e voe Leto er [[gwentloù]], pa deuas [[Eileithyia]], doueez ar [[gwilioud]], da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.
 
*Klask a reas [[Tityos]] gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
 
*Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad [[brezel Troia]].
 
===Kouerien Lykia===
[[FileRestr:Jan Brueghel - Latona en de Lycische boeren.jpg|thumb|right|220px|''Latona ha kouerien Lykia'', war-dro 1605, gant [[Jan Brueghel an Henañ]].]]
 
==E Roma==
Linenn 26 ⟶ 25:
 
==Lennadurezh==
*Ovidius, ''[[Metamorfozoù]] '' (VI, 185 ha pelloc'h).
 
== Liammoù diavaez ==