Dourdu (Doufine) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Ar stêr he daou anv: Klask sklaeraat
Linenn 8:
==Ar stêr he daou anv==
 
A-viskoazh, e-giz "an Dourdu" eo bet anvet ar stêr gant tud ar vro. Padal un dra dic'hortoz a zo c'hoarvezet pa oa deuet ezhomm d'ober gant ar galleg. War un tu, kavet e vez skridoù gallek, ofisiel zoken, a ra c'hoazh gant an anv brezhonek, merket meur a wech "Dourduff" er mod kozh. Da skouer, tresadoù savet gant burevioù meilh-boultr Pont-ar-Veuzenn (e 1843 hag e 1884) a ziskouez an "Dourduff" e-kreiz an uzin<ref>Alain Darney, ''1688/1988, La Poudrerie de Pont-de-Buis, Trois siècles d'histoire au bord de la Doufine'', embannet gant an embregerezh.</ref>. Pe c'hoazh, e 1903, un diviz digant kuzul-kêr [[Sant-Segal]] (Pont-ar-Veuzenn a zo bet darn eus Sant-Segal betek 1948) : "''rectification du chemin venant de la'' (sic) ''Dourduff à la gare de Pont-de-Buis''"<ref>e : Frère Emile Pennec, ''Saint-Ségal, Petite commune rurale''</ref>.
 
Eus un tu all, ken abred ha kartenn Cassini (war-dro 1780) e kaver an anv ''Doufine''. Ha buan a-walc'h eo deuet ar vrezhonegerien d'ober e galleg un droidigezh war ar prim d'an anv ''Doufine''. Roet eo bet an anv ''La Douphine'' d'ur sendikad e Brasparzh (teuzet hiziv e-metoù ''[[Triskalia]]''). A-hend-all chomet eo an anv Dourdu, e galleg zoken, gant un adstêr eus an tu kleiz d'an Dourdu-''Doufine'', o tont eus Lokeored hag o c'hoari an harz etre Brasparzh ha Lannedern.
 
Abaoe miz Mae 2010 e vez gant pomperien-vor Brest ul lestr-rekour nevez anvet ''Douffine'' : roet eo bet an anv d'ar vag-strimpiñ dre ma treuztremen ar stêr dre meilh-boultr [[Pont-ar-Veuzenn]], e-lec'h ma c'hoarvez gant ar bomperien mont war sikour.
 
Ne vez graet gant ''Doufine'' nemet e galleg : den ne oar mat eus pelec'h eo bet diskoachet an anv met aner e vefe, hep mar, klask dezhañ gwriziennoù keltiek (gwelit koulskoude amañ dindan : '''An anv'''). Sed aze ur fed a yezhoniezh sosial dibar a-walc'h.
 
Nevez zo, eo bet kinniget gant Ofis ar Brezhoneg brezhonekaat an anv e-giz "An Doufin" (kartenn vrezhonek an Ofis, ha panell war an hent-tizh eus Kemper da Vrest, dres el lec'h m'en em daol an Dourdu er Stêr Aon).