Mikalojus Konstantinas Čiurlionis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|M. K. Čiurlionis '''Mikalojus Konstantinas Čiurlionis''', pe '''M. K. Čiurlionis''', (Senoji Varėna, 22 Gwen..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Her 2017 da 06:49

Mikalojus Konstantinas Čiurlionis, pe M. K. Čiurlionis, (Senoji Varėna, 22 Gwengolo 1875 - Varsovia, 10 Ebrel 1911) a oa ul livour ha sonaozour lituanat.

M. K. Čiurlionis

E Vilnius emañ Skol Vroadel Arz M. K. Čiurlionis, anvet evel-se en enor dezhañ. Un asteroidenn, 2420 Čiurlionis, zo bet anvet diwarnañ ivez.

Evel sonaozour en deus savet ouzhpenn 250 pezh, anezho barzhonegoù sinfonek, kanadennoù pa pezhioù evit ar piano.

Evel livour en deus graet taolennoù difetis, a-raok ma voe kroget d'e ober gant Francis Picabia, a seller outañ evel unan eus ar c'hentañ livourien difetis modern. Sevel a ra alies "heuliadoù" taolennoù, teirzaolennoù alies, aozet evel pezhioù sonerezh (meur a "sonadenn" en deus graet da skouer, gant un daolenn anvet "Allegro", unan all anvet "Andante"...). Kalz eus e livadurioù a c'haller gwelet er Mirdi Broadel Arz Mikalojus Konstantinas Čiurlionis e Kaunas.

Taolennoù

1907 : Sonadenn an heol (Saulės sonata)


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.