Apollodoros Aten : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Apollodoros Aten''' (Ἀπολλόδωρος / ''Apollódôros'' e [[henc'hresianeg|gregach]]), ganet war-dro [[-180 |180 kent JK]], ha marvet war-lerc'h [[-120|120 kt JK]] en [[Aten]], a oa ur [[yezhadurour]] [[Henc'hres|hellazat]] en {{IIvet kantved kt JK}}. ''Apollodoros Aleksandria'' a vez graet anezhañ a-wechoù, dre ma oa staliet eno. [[Asklepiades]] e oa anv e dad.
 
Diskibl e oa da [[Diogenes Babilon]], [[Panaitios Rodos|Panaitios ar Stoikour]], ha da [[Aristarc'hos Samothrake]] en [[Aleksandria]]. E [[-146|146 kent JK]] e kuitaas ar gêr-se, pe e tec'has anezhi, moarvat da vont da b-[[Pergamon]], hag alese da Aten. Eno neuze e tremenas an darn vrasañ eus e vuhez, hag e savas skridoù a zeskadurezh.
 
==E oberennoù==
*'''''Kronika''''' (''Χρονικά''), un istor Hellaz e gwerzennoù iambek a yae eus dibenn [[brezel Troia]] ({{XIIvet kantved kt JK}}) betek ar bloavezh [[-144|144 kent JK]], savet diwar labourioù koshoc'h [[Eratosthenes|Eratosthenes Kyrene]]. Ar bloavezhioù a ouzer abalamour d'an daveoù da [[arc'honed Aten]]. Ur bloavezh hepken e chome un arc'hon e karg, ha gant-se o deus gallet an istorourien resisaat eus peseurt bloavezh e veze graet anv gant Apollodoros. Dediet eo an oberenn da [[AttalusAttalos II PhiladelphusFiladelfos]].
 
* '''''Diwar-benn an Doueed''''' (''Περι θεων''), un istor eus relijion Hellaz, a voe kemeret harp warnañ gant oberourien evel [[PhilodemusPhilodemos]].
 
== ''Bibliotheke'' ==
Ken brudet e oa e zeskadurezh ma voe drevezet e oberenn, ha faziet a-wechoù diwar-benn ar skridoù savet gantañ. An dastumad mojennoù lakaet war e gont, hag anvet ''[[Bibliotheke]]'', a vije bet skrivet kalz diwezhatoc'h : anv zo en oberenn eus ur skrivagner roman, ''Castor ar bloazdanevellour'' ([[Kastor Rodos]]), a veve en amzer [[Cicero]], er {{Iañ kantved kt JK}}, pa oa marvet Cicero er bloaz [[-43|43 kent JK]].
 
[[Pseudo-Apollodoros]] eo a vez graet eus oberour ar ''[[Bibliotheke]]''.