Thales Miletos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adwel
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Illustrerad Verldshistoria band I Ill 107.jpg|thumb|Thales a ViletosMiletos]]
'''Thales a ViletosMiletos''', anvet '''Thales''' peurvuiañ (Θαλής ο Μιλήσιος / ''Thalês o Milêsios'' en [[henc'hresianeg]]), a oa ur [[prederouriezh|prederour]] [[Ionia|ionian]]n eus ar marevezh kent [[Sokrates]]. Ganet e oa bet e [[Miletos]] e-tro ar bloavezh [[-625|625]] ha marvet war-dro ar bloavezh [[-547|547 kent J.-K.]]. Unan eus [[Seizh Fur]] [[Bro-C'hres]] e oa, ha krediñ a reer e oa bet savet [[Skol Miletos]] gantañ.<br />
Sellet e vez ouzh Thales a Viletos evel ouzh ar c'hentañ prederour, [[skiant]]our ha [[matematik]]our gresian hag ivez evel ar c'hentañ prederour eus ar [[C'hornôg]] <ref>Da skouer, [[Friedrich Nietzsche]], ''Die Philosophie im tragischen Zeitalter der Griechen'' ''Ar Brederouriezh da vare trajediennoù ar C'hresianed" – {{fr}} ''La philosophie à l'époque tragique des Grecs'', Folio, 1990, {{ISBN|978-2-07-032522-1}}</ref>.
 
== E vuhez ==
Diaes eo lec'hiañ Thales en amzer mar dalc'her kont eus deiziad ar [[fallaenn heol]] a vije bet rakjedet gantañ <ref>Hervez [[Herodotos]], I, 74 :
:« Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas e veze alies gounidoù gant ar [[Meded|Veded]] hag al [[Lidia]]ned a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, pa stagjont gant un [[emgann]], goude berzh ha diverzh kevatal evit an div gostezenn, ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an div arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret dezhe pegoulz er bloavezh e c'hoarvezje. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar [[peoc'h]]. Siennesis, [[roue]] [[Kilikia]] ha Labinetos, roue [[Babilon]], a oa bet kemeret da [[tredeog|dredeoged]] ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un [[eured]]. Evel ma soñjent ne veze ket padus an emglevioù hep ul liamm kreñv eec'h alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kiasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divvrecdivrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h an eil egile. »</ref>. Met lavaret a ra [[Diojenes Laertios]] e vije marvet da vare an 58<sup>vet</sup> [[olimpiadenn]] ([[-548|548]]-[[-545|545 kent. J.-K.]]).
 
Anat eo e oa bet dreistkaeraet buhez Thales, ar pezh a anavezomp eus ar prederour-se, evel hini ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar [[furnez|furien]] e [[Bro-C'hres]]. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant [[Herodotos]], e tanevell DiojenesDiogenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour ha da Gleobuline<ref>I, 22 :
:« Thales, hervez Herodotos, Douris ha DemocritesDemokrites, a oa mab dad'rar marc'hadour Esamios ha da Gleobuline hag unan eus [[tiegezh]] an D/d-Thelidaeed, a orin fenikian hag a ziskenne war-eeun eus [[Agenor]] hag eus [[Kadmos]], ma kreder ar pezh a lavar [[Platon]]. »</ref>. Lennet e vez a-wechoù e vefe un diskennad eus tiegezh an d-[[Thelidaeed|Dhelidaeed]], rouaned mojennel a [[Fenikia]] dre [[lignez]] [[Agenor]] ha [[Kadmos]] [[Thebai]]. DiojenesDiogenes ha [[mammenn]]où all a ziskleir a-du-arall e oa a orin beotian pe fenikian marteze, m'en dije bevet da vare [[Solon]] ha [[KresusKroisos]] ha ma vije deuet da chom da Viletos gant e vignon Neileos. N'eo ket sur eta e vije bet ur Miletosad eus Thales, goude ma vez graet anezhañ diskennad un tiegezh pinvidik eus Miletos gant un hengoun ledet a-walc'h.
 
Pa oa savet Miletos gant ar C'hresianed e oa ul lodenn eus ar boblañs hag a oa a orin [[Karia|karian]]n. Anv tad Thales zo savet war ur patrom karian.
 
War a skriv DiojenesDiogenes Laertios (1.25-26) e oa daou istor diwar-benn buhez Thales. Hervez an hini kentañ e oa dimezet hag en doa bet ur [[mab]], Kibisthus pe Gibisthon, peotramant eec'h advabas ur niz dezhañ a oa en anv-se. Hervez an eil istor ne zimezas nepred, pa lâre e oa re yaouank da zimeziñ pa oa yaouank ha re ziwezhat da eurediñ pa oa erru war an oad.
 
Kregiñ a reas e vuhez evel marc'hadour ha goude e kemeras perzh er vuhez [[politikerezh|politikel]].
 
Setu amañ ar pezh a zanevell DiojenesDiogenes Laertios evit ar pezh a sell ouzh e vuhez politikel :
<blockquote>« Seblantout a ra bezañ bet ur c'huzulier politikel a-bouez. Pa oa bet kaset kannaded gant ar roue KresusKroisos evit kinnig d'ar Viletosiz kemer perzh gantañ er [[brezel]] a-enep d'ar [[Persed|Bersed]] e savas a-enep ar c'hinnig. A-drugarez d'an nac'hadenn-se e chomas dieub ar geoded goude trec'h Kirus. »</blockquote> Oc'h harpañ war ar vrud en doa gounezet e-giz-se e teuas a-benn da lakaat ar c'heodedoù-stad (pe [[polis]]où''polisoù'') eus [[Ionia]] da sevel ur c'hevredad <ref>[[Herodotos]], I, 170 :
:« κεκακωμένων δὲ ̓Ιώνων καὶ συλλεγομένων οὐδὲν ἡ̂σσον ἐς τὸ Πανιώνιον, πυνθάνομαι γνώμην Βίαντα ἄνδρα Πριηνέα ἀποδέξασθαι ̓́Ιωσι χρησιμωτάτην, τῃ̂ εἰ ἐπείθοντο, παρει̂χε ἂν σφι εὐδαιμονέειν ̔Ελλήνων μάλιστα: [2] ὃς ἐκέλευε κοινῳ̂ στόλῳ ̓́Ιωνας ἀερθέντας πλέειν ἐς Σαρδὼ καὶ ἔπειτα πόλιν μίαν κτίζειν πάντων ̓Ιώνων, καὶ οὕτω ἀπαλλαχθέντας σφέας δουλοσύνης εὐδαιμονήσειν, νήσων τε ἁπασέων μεγίστην νεμομένους καὶ ἄρχοντας ἄλλων: μένουσι δέ σφι ἐν τῃ̂ ̓Ιωνίῃ οὐκ ἔφη ἐνορα̂ν ἐλευθερίην ἔτι ἐσομένην. [3] αὕτη μὲν Βίαντος του̂ Πριηνέος γνώμη ἐπὶ διεφθαρμένοισι ̓́Ιωσι γενομένη, χρηστὴ δὲ καὶ πρὶν ἢ διαφθαρη̂ναι ̓Ιωνίην Θάλεω ἀνδρὸς Μιλησίου ἐγένετο, τὸ ἀνέκαθεν γένος ἐόντος Φοίνικος, ὃς ἐκέλευε ἓν βουλευτήριον ̓́Ιωνας ἐκτη̂σθαι, τὸ δὲ εἰ̂ναι ἐν Τέῳ ̔Τέων γὰρ μέσον εἰ̂ναι ̓Ιωνίησ̓, τὰς δὲ ἄλλας πόλιας οἰκεομένας μηδὲν ἡ̂σσον νομίζεσθαι κατά περ ἐς δη̂μοι εἰ̂εν: οὑ̂τοι μὲν δή σφι γνώμας τοιάσδε ἀπεδέξαντο. »
:« Goude ma oant gwall vec'hiet gant ar gwalleurioù e talc'he an Ionianed d'en em vodañ er [[Panionion]]. [[Bias]] [[Priene]] a roas dezho, evel em eus desket, un ali emsav-kenañ en dije graet anezhe an eürusañ eus holl ar C'hresianed, m'o dije selaouet anezhañ. Atizañ a reas anezhe da vont war vor holl asambles er memes strollad [[lestr|listri]], da vont da [[Sardinia]], ha da sevel ur geoded hepken evit an holl Ionianed. Diskouez a reas dezho ne vijent ket [[sklav]]ed ken a-drugarez d'an dra-se, e pinvidikajent, ha dre ma vijent o chom an hini vrasañ eus holl an [[enez]]ennoù, e kouezhfe an holl re all dindan o beli ; ma chomjent en [[Ionia]], avat, ne wele evito [[spi]] ebet da gaout o [[frankiz]] en-dro. Hemañ eo an ali a roas [[Bias]] dad'nan Ionianed, goude dezho bezañ bet lakaet er [[sklaverezh]] ; met, a-raok ma voe trec'het o bro, Thales Miletos, a oa genidik e hendadoù eus [[Fenikia]], a roas ivez dezho unan hag a oa mat-kenañ. Hemañ a oa da sevel e [[Teos]], e kreiz Ionia, ur c'huzul hollek evit holl ar vroad, hep emellañ e gouarnerezh ar c'heodedoù all, o dije dalc'het da heuliañ o gizioù dezhe o-unan evel ma vijent bet kement a gantonioù disheñvel. » </ref>.
 
E-kerzh ar brezel etre ar [[Persed|Bersed]] hag al [[Lidianed]], en dije distroet ul lodenn eus ar [[stêr]] [[Halis]] diouzh he [[naoz]] evit lezel arme [[KrezusKroisos]] da dremen<ref>Hervez [[Herodotos]], I, 75.
:« Kyrus en doa lakaet er vac'h [[Astyages]], e hendad a-berzh e vamm. Didronet en doa anezhañ evit abegoù emaon o vont da zisplegañ en istor-mañ da-heul. KresusKroisos, droug ennañ ouzh Kirus abalamour da se, en doa kaset kannaded d'an diouganlec'hioù evit gouzout hag eñ e oa fur disklêriañ ar brezel d'ar Bersed. Eus Delfi e oa bet kaset dezhañ ur respont forc'hellek, a grede bezañ a-du gant e vennozh, ha war se en doa divizet kas e arme war douaroù ar Bersed. Pa oa degouezhet war glannoù ar stêr Halis, e lakaas e arme, da'm soñj, da dremen war ar pontoù a weler bremañ eno ; met, hervez ar pep brasañ eus ar C'hresianed, e oa bet digoret dezhañ an hent gant Thales Miletos. Lakaet e oa KresusKroisos nec'het, emezo, evit lakaat e arme da dremen an Halis, abalamour ma ne oa ket savet c'hoazh en amzer-hont ar pontoù a weler bremañ war ar ster-se, ThalèsThales, a oa neuze er c'hamp, a lakaas da dremen a-zehou d'an arme ar ster a rede a-gleiz dezhi. Setu amañ penaos en em gemeras. Lakaat a reas toullañ, en ur gregiñ a-us d'ar c'hamp, ur [[kanol (dour)|ganol]] zon e stumm ur [[kresk-loar|c'hresk-loar]], e doare ma c'halffehallfe an arme kavout anezhi a-dreñv dezhi el lec'h ma oa. arAr sterstêr, a oa bet distroet diouzh he naoz kozh en hini nevez, a redas a-nevez hed-a-hed an arme hag a zistroas d'he naoz kentañ, izeloc'h. Kerkent ha ma voe rannet e div wazhenn, e c'hallas an dud treuziñ an div vrec'h dre ur [[roudouz]]. Lod a lavar memes e oa bet disec'het an naoz kozh penn-da-benn ; met n'hallañ ket sevel a-du gant ar meno-se. Penaos eta o dije graet KresusKroisos hag al Lidianed da dreuziñ ar stêr pa zeujont en-dro»</ref>.
 
Un devezh e savas en ur vag o vont da [[Naokratis]] ([[Egipt]] a-vremañ), kêr brudet evit gouiziegezh he skiantourien. Studiañ a reas ar [[matematik]] eno, ar [[mentoniezh|ventoniezh]] pergen, hag e reas un nebeud dizoloadennoù war an dachenn-se c'hoazh<ref>Hervez [[Aetius]], ''Menoioù'', I, III, I.</ref>.