Thales Miletos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
== E vuhez ==
Diaes eo lec'hiañ Thales en amzer mar dalc'her kont eus deiziad ar [[fallaenn heol]] a vije bet rakjedet gantañ <ref>Hervez [[Herodotos]], I, 74 :
:« Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas e veze alies gounidoù gant ar [[Meded|Veded]] hag al [[Lidia]]ned a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, pa stagjont gant un [[emgann]], goude berzh ha diverzh kevatal evit an div gostezenn, ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an div arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret dezhe pegoulz er bloavezh e c'hoarvezje. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar [[peoc'h]]. Siennesis, [[roue]] [[Kilikia]] ha Labinetos, roue [[Babilon]], a oa bet kemeret da [[tredeog|dredeoged]] ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un [[eured]]. Evel ma soñjent ne veze ket padus an emglevioù hep ul liamm kreñv ec'h alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kiasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h an eil egile. »</ref>. Met lavaret a ra [[DiojenesDiogenes Laertios]] e vije marvet da vare an 58<sup>vet</sup> [[olimpiadenn]] ([[-548|548]]-[[-545|545 kent. J.-K.]]).
 
Anat eo e oa bet dreistkaeraet buhez Thales, ar pezh a anavezomp eus ar prederour-se, evel hini ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar [[furnez|furien]] e [[Bro-C'hres]]. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant [[Herodotos]], e tanevell Diogenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour ha da Gleobuline<ref>I, 22 :