Thales Miletos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
:« Kiasare o goulennas en-dro. Goude e nac'hadenn e savas brezel etre an daou diern-se. E-pad pemp bloaz ma padas e veze alies gounidoù gant ar [[Meded|Veded]] hag al [[Lidia]]ned a-bep eil, hag ar c'hwec'hvet bloaz e oa bet ur seurt emgann diouzh an noz : rak, pa stagjont gant un [[emgann]], goude berzh ha diverzh kevatal evit an div gostezenn, ez eas an deiz da noz e-keit ha ma oa an div arme o stourm tal-ouzh-tal. Thales Miletos en devoa disklêriet ar c'hemm-se da Ioniz, hag en devoa lâret dezhe pegoulz er bloavezh e c'hoarvezje. Paouez a reas al Lidianed hag ar Veded d'en em gannañ pa weljont e oa bet kemeret lec'h an deiz gant an noz hag e oa bet warne muioc'h a vall a-se da sinañ ar [[peoc'h]]. Siennesis, [[roue]] [[Kilikia]] ha Labinetos, roue [[Babilon]], a oa bet kemeret da [[tredeog|dredeoged]] ; hastañ skoulmadenn an emglev o doa graet, ha kreñvaat a rejont anezhañ gant un [[eured]]. Evel ma soñjent ne veze ket padus an emglevioù hep ul liamm kreñv ec'h alijont Aliattes da reiñ e verc'h Arienis da Astiages, mab Kiasare. Ar memes lidoù hag ar C'hresianed a vez miret gant ar broadoù-se ; met skejadennoù bihan a reont war o divrec'h ouzhpenn hag e lipont ar gwad a ziver diouzh divrec'h an eil egile. »</ref>. Met lavaret a ra [[Diogenes Laertios]] e vije marvet da vare an 58<sup>vet</sup> [[olimpiadenn]] ([[-548|548]]-[[-545|545 kent. J.-K.]]).
 
Anat eo e oa bet dreistkaeraet buhez Thales, ar pezh a anavezomp eus ar prederour-se, evel hini ar brederourien all eus ar marevezh kent Sokrates, a skoazell ac'hanomp dreist-holl da anavezout patrom boutin ar [[furnez|furien]] e [[Bro-C'hres]]. Diwar ar pezh a oa bet skrivet gant [[Herodotos]], e tanevell Diogenes e vefe Thales ur mab da Esamios, ur marc'hadour ha da Gleobulineg-[[Kleobouline]]<ref>I, 22 :
:« Thales, hervez Herodotos, Douris ha Demokrites, a oa mab d'ar marc'hadour Esamios ha da Gleobulineg-Kleobouline hag unan eus [[tiegezh]] an d-Thelidaeed, a orin fenikian hag a ziskenne war-eeun eus [[Agenor (mab Poseidon)|Agenor]] hag eus [[Kadmos]], ma kreder ar pezh a lavar [[Platon]]. »</ref>. Lennet e vez a-wechoù e vefe un diskennad eus tiegezh an d-[[Thelidaeed]], rouaned mojennel a [[Fenikia]] dre [[lignez]] Agenor ha [[Kadmos]] [[Thebai]]. Diogenes ha [[mammenn]]où all a ziskleir a-du-arall e oa a orin beotian pe fenikian marteze, m'en dije bevet da vare [[Solon]] ha [[Kroisos]] ha ma vije deuet da chom da Viletos gant e vignon Neileos. N'eo ket sur eta e vije bet ur Miletosad eus Thales, goude ma vez graet anezhañ diskennad un tiegezh pinvidik eus Miletos gant un hengoun ledet a-walc'h.
 
Pa oa savet Miletos gant ar C'hresianed e oa ul lodenn eus ar boblañs hag a oa a orin [[Karia]]n. Anv tad Thales zo savet war ur patrom karian.