Arc'himedes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Un istor brudet all a oa erruet gant Arc'himedes: Ur [[roue]] en devoa soñjet e oa bet touellet pa soñje gantañ ne oa ket [[aour]] rik e gurunenn. Implij a reas Arc'himedes un deorienn diwar-benn dilec'hiañ an [[dour]] abalamour d'ar [[pouez]] evit kavout penaos e oa [[arc'hant]] ar gurunenn-mañ pa oa bet paeet evit aour rik gant ar roue. Goude bezañ kavet penn d'ar gudenn-mañ en e [[kibell|gibell]] e redas Arc'himedes er-maez en noazh a-dreuz kêr en ur grial "''[[Eurêka!]]''" (kavet em eus!). Brudet mat eo Arc'himedes ivez evit bezañ ijinet ar [[savoniezh]] hag ur wikefre dourañ a vez graet Biñs Arc'himedes diouti.
 
E [[Sirakuza]] e vevas Arc'himedes, ur gêr hag a voe argadet gant ar Romaned e-kerzh daou vrezel. Sikour a reas Sirakusiz d'en em gannañ ouzh ar Romaned gras d'e lies ijinadennoù. A-benn ar fin, avat, e voe lazhet gant ur soudard roman e-pad [[eil brezel Kartada]] pa oa kemeret kêr gant ar Roman [[Marcus Claudius Marcellus|Marcellus]]. Lâret e vez e oa o tresañ grafikoù skiantel en traezh hag e c'herioù diwezhañ ouzh ar soudard roman a vije bet: "Na zirenkit ket ma c'helc'hioù!"
 
Buhez Arc’himedes a zo dianavez: ne ouezomp ket da skouer ha dimezet eo bet, ha bugale en deus bet. Pezh a ouzer diwar e benn zo deuet deomp dre [[Polybios]] ([[-202|202 a-raok JK]]-[[-126|-126 a-raok JK]]), [[Ploutarc'hos]] ([[46]]-[[125]]), [[Titus Livius]] ([[-59|-59 a-raok JK]]-[[17|17 goude JK)]] pe ivez gant [[Vitruvius]] (ur saver-tiez brudet roman).