Pylos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Pylos Festung 380.jpg|thumb|Kastell Pylos.]]
'''Pylos''' ([[henc'hresianeg]] : Πύλος, Pylos), anavezet ivez en istor dindan hec'h anv [[italianeg|italianek]] '''Navarino''', zo ur gêr hag un [[nemos]] kozh e [[Messenia]], e [[Peloponnesos]], e [[Bro-C'hres]]. Abaoe adreizhadenn ar gouarnamant lec'hel 2011 emañ e pastell-vro Pylos-Nestoras, war un dro ar pennlec'h hag ur rann velestradurel anezhi. Kêr-benn eus proviñs Pylia e oa gwezhall. En he c'hichen emañ kêriadennoù Gialova, Elaiofyto, Sc'hinolakka, ha Palaionero. E kêr Pylos ez eus 2 561 annezad, hag er rann velestradurel ez eus 5 402 (2001).
Pylos kozh ha Pylos nevez zo daou lec'h annez ha daou gastell disheñvel, meur a gilometr an eil diouzh egile. Emañ Pylos kozh ''(Navarino Vecchio)'' e gwalarn ar bae, e-skoaz Pylos nevez zo e gevred ar bae.